Hep mañch paper
30/01 /18

Hep mañch paper

Labouret he deus Pauline Douguet gant ar “Petits Débrouillards.” Skodeget eo bet gant ar c’hementad a lastez taolet d’ar blotoù pa weladenne embregerezhioù Brieg. Ha krouet ar c’hentañ stal-werzhañ hep endalc’her, Ty vrac, e Tregon, d’ar 16/5/2017.

 

 

Ur stal evit tud ar c’harter a felle dezhi krouiñ. Evit se e oa dav bezañ e-kreiz ur gêr bras a-walc’h rak d’he amezeien e werzh, dreist-holl. Dibabet he deus Tregon peogwir eo bras a-walc’h – 7000 annezad – brudet ar gêriadenn gant he marc’had hag he gouel bio, gant ar startijenn he deus kavet eno, evel ma tiskouez an MJC pe c’hoazh ar skol sonerezh. Hag ouzhpenn-se e oa ur plas digoust e-lec’h ma c’hell chom kement ha ma fell dezhi. Postet he deus 50 000€, prientet he afer e-pad bloaz, ha digoret c’hwech miz zo.

 

 

An hini gentañ

Stourm ouzh al lastez a ra-hi. “Endalc’herien a werzhan, evel-just. Met bez’ e c’hell an dud dont gant o fodoù, o boutailhoù ha leuniet e vezont war al lec’h.” eme Pauline Douguet. 600 referañs he deus evit poent. “Ne glaskan ket, dre ret, kaout kalz muioc’h. N’em eus ket 15 seurt toaz-kraoñ, da skouer. Nebeutoc’h a zibaboù a vez ganin.” a zispleg-hi a-raok anzav e oa savet he stal d’ur poent ma ne oa ket c’hoazh eus ar c’hiz. Raktresoù e-leizh a zo bremañ, un tamm e pep lec’h, evel e Pont ‘n Abad, Brieg, Montauban de Bretagne…

Kerkent ha kroget he deus broudet an dud da vezañ feal ouzh he stal, dre staliañ ur gartenn-fealded a vez implijet gant 800 den, an hanter anezho o chom tost-tre met ivez tud o tont eus Pont-Aven, Konk-Kerne. “Ne ran ket kevezerezh gant Biocoop. Evit tud tost e werzhan. Plas a zo evit an holl.” emezi c’hoazh.

 

 

Ur rouedad

50 pourvezer he deus, dibabet ganti gant aked.

Evit aesaat he labour war an tu-se eo ezel eus Reseau Vrac, ur rouedad broadel dezhañ un ugent ezel bennak e Breizh, hag ur brezidantez, Johanna Le Mau, merourez ar stal “O Bocal” e Naoned.

“War gresk ez a ar mennozh, ha c’hoant an dud da brenañ hep krouiñ lastez. Ma flijadur din-me a zo eskemm, reiñ da gompren e foranomp re pinvidigezhioù ar blanedenn. Evit fardañ ur mañch paper, da skouer, eo ret implij 8 litrad dour.” a zispleg-hi.

A-benn nebeud ne vo ket stal Pauline Douguet an hini nemeti war ar marc’had-se.