Gweladenn d’al lise
29/01 /18

Gweladenn d’al lise

Goude ma vefe bet deuet e ziaraogourien betek lise Diwan Karaez – Jean-Yves Le Drian ha Pierrick Massiot – e oa tro Loïg Chesnais-Girard da zont betek Kerampuilh, da glask kompren penaos e tro lise Diwan nemetañ ha da ziskouez e fell dezho sikour Diwan en e gresk.

 

Tremenet eo prezidant ar Rannvro buan dre ar savadurioù, salioù dudi ha kambreier, levraoueg, degemer  ha sal ar gasourien a-raok mont betek ur sal glas evit embann ar c’heloù nevez, heuliet ma voe gant Isabelle Pellerin besprezidantez e karg eus al liseoù ha Lena Louarn, e karg eus ar brezhoneg.

Evit distro-skol 2019 e vefe savet ul lise nevez, war-zu Gwened, evit gellout degemer an 900 skolajiad a vez enskrivet er 6 skolaj.

E Kerampuilh, e vefe boulc’het labourioù nevez kerkent hag e 2020 evit brasaat al levraoueg, ha gorread ar servijoù melestradurel ha salioù skiantoù. 3 M € e kousto renevezin ar savadur kreiz hag addasparzhañ ar gorreadoù, evit ma c’hellfe an 380 lisead bodet war 5 600 m² bevañ o studioù eus ar gwellañ.