Goustadikoc’h
18/01 /18

Goustadikoc’h

D’an 9/1 e embanne ar gouarnamant ar reolenn nevez a-fet tizh war an hentoù broadel, 80km/e e plas 90.

 

Chalet eo ar gouarnamant dre ma ne zigresk ket mui an niver a dud lazhet war an hent. E 1972 e oa 180 000 den lazhet, kement ha poblañs kêr Mazamet. Gant ar bloavezhioù e oa bet degaset nevezintioù. E 1980 an ethylotest. E 1992 an aotre-bleniañ a 12 poent. E 2003 ar radaroù, 70 d’ar mare-se, 500 e 2004, 4700 e fin 2018. Ha soñjet bremañ e c’hellfe bezañ talvoudus stourm ouzh an tizh – 31% eus pennabegoù ar gwallzarvoudoù – dre digreskiñ an tizh aotreet a 10km/e war an hentoù broadel.

 

 

Amprouet

Taolioù esae a oa bet graet war 86 km, lodennet e pevar takad brudet evit degas gwallzarvoudoù. : 18 km war ar RN7 en Drome, 22 km war an RN151 en Nièvre, 33 km en Yonne ha 13 km war ar RN57 en Haute-Saône. Klemm a ra blenierien zo dirak an digempouez a zo etre ment an taol-esae hag hini ar reolenn lakaet da dalvezout war 400 000 km, o venegiñ e vefe didalvoud seurt diviz dre ma vez dija gant ar vlenerien ur geidenn a 82 km/e war an hentoù aotreet  d’an dud mont betek 90.

 

 

Muzulioù all

Gouzout a reer ivez e vez kalz a dud marv abalamour d’an alkol (29 %). Abaoe nebeud e vez ivez ur pennabeg all o tont war wel, ar pellgomzer implijet en ur vleniañ. Strishaet e vo an implij ha kastizet muioc’h en dazont. Ha klevet a reer muioc’h-mui a dud o klemm dre ma vez keroc’h an dour-tan, keroc’h ar c’hontrol teknik adalek miz Mae 2018, muioc’h-mui a radaroù pa vezont tennet e Bro-Saoz, didalvoudus ma vezont barnet eno.