Foeterien 6 :   Blaz Bulgaria
26/01 /18

Foeterien 6 : Blaz Bulgaria

 

Ur c’hoari skinwel e brezhoneg eo Foeterien, unan a vez skignet war chadennoù lec’hel an TND e Breizh : Tébéo, TVR ha Tébésud ha war ar Web TV Brezhoweb. Evit ar c’hwec’hvet koulzad-mañ e tispenner roudoù 6 den yaouank etre 18 hag 24 bloaz war hentoù Bulgaria.  Pennad-kaoz gant Mikael Baudu, e penn Gwengolo Filmoù : Ti-produiñ an abadenn.

 

Ya ! : Piv eo ar 6 den a vez o kenstrivañ ?

Mikael Baudu : Evel boaz e kaver 3 skipailh daou zen. Ur skipailh gant div blac’h, Lisa ha Koupaia, merc’hed troet gant ar sport. Bez’ emañ Koupaia o studiañ war ar sport e STAPS, ha Lisa he deus graet 9 bloavezh gouren. Ur skipailh paotr-plac’h,  Awena ha Kadvael, en em anavezet int oc’h ober war-dro kreizennoù vakañsoù. Ar baotred eo ar re yaouankañ 19 vloaz o-daou, Glen hag Hoel  studierien o-daou ha troet kalz gant ar sonerezh. Yaouankoc’h un tamm eo ar Foeterien ar bloaz-mañ. 24 bloaz an hini goshañ pa oant 28 bloaz ar bloavezhioù all. Diaes e vez dibab ar genstriverien. Klask a reer tud gouest da gas en-dro an amprouennoù evel-just met ivez tud o tiskouez kaout fent hag arabat e vefe re heñvel ar skipailhoù. Dibab ur skipailh a c’hell levezoniñ an dibab a vo graet evit ar skipailhoù all. Tud n’int ket bet dibabet ur bloavezh a c’hellfe bezañ dalc’het ur bloavezh all. Emeur dija o soñjal er c’houlzad 7 a c’hellfe bezañ aozet e Jamaika e-miz Gouere. Ar re o defe  c’hoant kemer perzh a c’hell dija kas deomp ur CV hag ul lizher.

foeterien@gmail.com

 

Ya ! : Perak Bulgaria ?

M.K : Spered Foeterien a vroud da vevañ un avañtur gwirion gant un tamm mat a fent en ur zizoloiñ    gweledvaoù nevez dispar. Bep bloaz e vez dibabet ur vro a glot gant ar spered-se. Bulgaria a zegas deomp ar perzhioù-se, war un dro gant ur sevenadur ha gweledvaoù disheñvel diouzh ar pezh hon doa kavet er c’houlzadoù tremenet. Ur vro gant un identelezh kreñv, gant he istor, he arkitektouriezh hag he gizioù a c’hell sachañ evezh ar sellerien e Breizh. Torosennadur ar vro o tremen eus ar Balkanioù d’ar Mor-Du a zegas un tamm trid evel ar bloavezhioù kent evit kinnig amprouennoù liesseurt. Ar panelloù-hent e skritur kirillek a laka un tamm pebr ouzhpenn war ar c’hoari.

 

Ya ! : Penaos e vez prientet seurt abadenn ? Mont war al lec’h ? Pet gwech ? Pegeit en a-raok ?

M.K : Ret eo kregiñ mizioù en a-raok evit kaout amzer da ginnig ar mennozh d’ar chadennoù tele ha sevel teuliadoù evit  kaout skoazelloù publik. Krog omp dija da brientiñ ar seizhvet koulzad a-raok na vije peurechu da brientiñ ar c’hwec’hvet hini. Al labour kentañ a vez difraostet gant Internet ha mont e darempred gant tud eus ar vro a c’hello sikour. Goude-se e ranker mont war al lec’h. Kaset e vez di daou pe dri den da brientiñ e-pad ur sizhunvezh bennak peurvuiañ. Gweladenniñ al lec’hioù ma vo filmet, gwelet ha posupl eo hag ober anaoudegezh gant an dud a labouro ganeomp er vro.

 

Ya ! : Penaos e vez meret an aozañ ?

M.K : Labouret e vez muioc’h-mui gant tud eus ar vro, rak aesoc’h eo. E Bulgaria e oa bet labouret gant tud a-vicher, boas da labourat evit chadennoù evel BBC, pe NHK eus Bro-Japan. Ret eo displegañ dezho evit piv e labourer evel-just. Arabat dezho krediñ eo ur c’hoari skinwel aozet gant ur stal vras doare Endemol !  Pa zispleger gant peseurt spered e labourer, evit ur yezh vihan met gant tud mennet ha plijet gant o labour e tremen mat peurvuiañ ha dont a reer a-benn da varc’hata koustoù dereat. Int eo a ra war-dro ar goulennoù filmañ, mirout al letioù en a-raok da skouer. Sikour a reont da aozañ an amprouennoù ivez ha kavout an dud a c’hello sikour. Ar bloaz-mañ e oa bet ret kavet tud o skoazellañ da gavet dafar paintball da skouer, hag ur gêriadenn dilezet ha dirapar e-kreiz ar menezioù evit filmañ an amprouadenn. Aozet ‘zo bet un amprouenn gouren mod ar vro ivez, o skuilhañ eoul war ar c’horf a-raok ar c’hrogad ha filmet eo bet en ur stad bras, gant tud ur c’hlub bet meur a-wech kampion Europa  war ar gouren.  Er c’houlzadoù kentañ e veze aozet pep tra ganeomp hon-unan e Breizh met kalz diaesoc’h e oa ha gwall-souezhadennoù a veze war ar plas a-wechoù !

 

Ya ! : Pegeit e chom an dud war ar plas evit filmañ ? 

M.K : Padout pell a ra ar filmañ, 6 devezh. 6 tennad a zo ha filmet e vez un tennad bemdez, o heuliañ ar Foeterien a-hed an deiz evel ar pezh a vez diskouezet en abadenn.  Ret e vez degouezhet er vro 2 pe 3 devezh a-raok memes tra evit mont d’al lec’h loc’hañ, prientiñ  an dafar ha kaout un tamm amzer da ziskuizhañ goude ar veaj rak start-mat e vo ar 6 devezh filmañ. Pa ‘z eo echu e chomer un devezh pe zaou da «ziskuizhañ» pe da zistanañ da nebeutañ,  a-raok distreiñ d’ar gêr.

 

Ya ! : Pet den a zo « a-dreñv » ar c’hamera ? 

M.K : Ne vije ket eus Foeterien hep ar skipailh a zo a-dreñv. Tud mennet o deus plijadur o labourat asambles memes ma ouzont o do devezhioù hir ha skuizhus a-wechoù met kalz a blijadur a vez ivez. Labourat evit chadennoù lec’hel e brezhoneg na ro ket tu da gaout ur budjed ken ledan hag ar pezh a gaver gant c’hoarioù aozet evit chadennoù bras.  A-drugarez da youl hag emroüsted ar skipailh eo e teuer a-benn da gas ar raktres war-raok a vloaz da vloaz. Un 20 bennak a dud a gaser bep tro, brezhonegerien an holl anezho. 6 kenstriver hag ar skipailh produiñ : Riwal, kasour an abadenn evel-just. 6 paotr-kamera a  zo met skoazell a c’heller kavet gant un den pe zaou ouzhpenn ma zo ezhomm memes ma n’eo ket an dra-se o ferzh pennañ. Tri c’hazetenner a vez oc’h heuliañ ar skipailhoù gant pep a baotr kamera. Klask a reer cheñch ur wech an amzer evit ma ne vefe ket ar memes re oc’h heuliañ ar Foeterien a-dreñv ar c’hamera e-pad ar 6 devezh rak skuizhus-tre eo. Betek 30 °C e vez an temperadur a-wechoù ! Ur paotr-kamera a rank filmañ ar Foeterien diouzh an noz ivez. Ret eo kaout unan bennak oc’h ober war-dro an dron. Evit amprouennoù ‘zo a vez betek 9 c’hamera o treiñ war un dro ! Un ijinour son a zo ivez, tud o skoazellañ war ar produiñ evit kas o merenn d’ar skipailh ha mirout ur preti evit koan diouzh an noz, bezañ sur eo prest al letioù da zegemer ar skipailh goude an devezh labour. Pa ‘z eo echu an devezh filmañ e ranker eilañ ar skeudennoù war pladennoù kalet, ha kaout un emvod evit prientiñ an devezh war-lerc’h !

 

Ya ! : Pelec’h e vez lojet tout an dud-se ?

M.K : E letioù e vez lojet ar skipailh teknikel met arabat bezañ re bell diouzh ar Foeterien a rank, int, kavet bod ha boued diouzh an noz. A-wechoù ne vez ket posupl kavout plas evit 13 den er memes leti, ret eo ingalañ ar skipailh etre daou leti neuze. A-raok ha goude ar prantad filmañ eo 20 den a zo da lojañ ha ne vez ket anat atav rak mont a reer alies da lec’hioù kaer ha touristel hag anat deoc’h n’hon eus ket ur budjed evit feurmiñ kambroù hiniennel e letioù 5 steredenn ! En ostelioù pe tier-herberc’h e kaver bod a-wechoù ivez.

 

Ya ! : Pegeit e pad tout al labour frammañ ?

M.K : Mizioù ! An abadenn gentañ a vez an hini hirañ d’ober rak reiñ a ra an ton gant gwiskamant an abadenn, ar jenerik, ar jingellioù, ar stlenngraferezh, kalzik a draoù a vez d’ober hag ur miz bennak e c’hell padout. Ar rannoù all a c’hell bezañ frammet buanoc’h, dindan 15 tez peurvuiañ. Goude-se e ranker kemmeskañ ar son, is-titlañ anezho e galleg…. Tud ouzhpenn a vez o kemer perzh.

 

Ya ! : Da begement e sav ? Piv a sikour evit ober petra ?

M.K : Un tamm disheñvel e vez eus an eil bloaz d’egile, hervez al lec’h met pell emaomp diouzh koust abadennoù heñvel graet evit chadennoù bras. Dont a raer a-benn d’ober se a-drugarez da dud mennet da gas ar raktres da benn hep kontañ  pizh an amzer a roont evit-se. Anez da se ne vije ket tu kas un abadenn evel-se en-dro. Arc’hant a vez lakaet gant ar chadennoù lec’hel Tébéo, TVR,  Tébésud hag ar Web TV Brezhoweb met ar C’huzul-rannvro eo a skoazell ac’hanomp dreist-holl, hep o sikour ne vije ket eus an abadenn kennebeut !