Eus Melran da Vaod

E Melran he deus kroget Virginie Letort gant he hent war-zu an ekologiezh, krouet ur gevredigezh e 2016, « Dans l’Ensemble »,  hag ijinet “La Recyclette” , ul loch e-lec’h ma c’hell an holl dont da lakaat an holl vinvioù n’o deus ket ezhomm ken ha kemer lod all, evel ma fell dezho. Met skuizhañ a rae, betek en em gavout gant Solenn de Mars,e Baod, 15 km pelloc’h.

 

 

E Baod he doa krouet Solenn de Mars ur gevredigezh all, Adeliss et Biscotte. E Baod c’hoazh o deus kavet ur stal fardañ ha gwerzhañ arrebeuri, bet krouet gant ar familh Robic, ha serret n’eus ket pell. War ar 800 m² a oa d’ar stal e feurmont  abaoe an 1/9 an hanter evit poent evit diskouez c’hoarielloù, dilhad, listriaj hag arrebeuri bihan a vez kaset dezho gant an dud. Dont a ra an dud betek ar stal da lezel o dafar diganto, pe da lezel o marc’hadourezh e-kichen ar stal p’eo serret. D’al lun ez eont da skarzhañ tiez a vefe da c’houllonderiñ. “N’hon eus ket amzer evit reneveziñ ha talvoudekaat ar pezh a vez roet deomp. Trist omp pa welomp an arrebeuri breizhat o vont d’an drailherez. Met fellout a ra deomp bezañ gouest da nac’h tra pe dra, ma n’ez a ket deomp.» eme Virginie Letort, implijet gant “Dans l’ensemble” evit kas da benn o stal an “Effet Papillon.” En he c’hichen Solenn de Mars met ivez 30 labourer a-youl-vat, en o zouez un 12 bennak a gemer kalz a berzh e mont-en-dro ar stal.

 

 

Mont-endro

An dud a-youl-vat o sikour anezho a vez trugarezkaet gant reiñ dezho danvez eus ar stal, levrioù, brageier… “N’eo ket ur gopr met un doare da reiñ un dalvoudegezh d’ar strivoù o deus graet.” eme ar verourez. Evit reiñ buhez d’o raktres o deus savet un teuliad arc’hantaouiñ brudet dre Helloasso. Lakaet o doa ar pal da 10 000 € ha tizhet 57 %, da lâret eo 5 700 €. “Ar rest hon eus kavet e-touez an izili – 56 evit poent – rak ne c’hellomp kontañ war yalc’had ebet.” emezi. Goude un nebeud mizioù eo laouen an aozerien gant mont-en-dro o stal. Bep sizhun e vez war-dro 400-500 den o weladenniñ ar stal. N’eo ket dister an darempred pa ouzer n’eus ket muioc’h eget 6700 den e Baod, ha bez’ zo ivez stalioù all a seurt-se nepell, evel hini Logunec’h.

 

 

Bodañ

Ken bras eo ar stal m’o deus gallet ivez staliañ un ostaleri, e-lec’h ma vez gwerzhet te hag evajoù dous, ha broudet an dud da zaremprediñ al lec’h. “Plijout a ra deomp sikour an dud, dezho mennozhioù evel hor re, da gas o raktresoù da benn.” eme Virginie Letort, a-raok menegiñ kentelioù esperanteg a zo bet dalc’het eno, eskemmoù-divizoù e brezhoneg a vez eno bep meurzh, sikour peizanted bio ar c’hornad.

Pelloc’h eget gwerzhañ danvez da reiñ dezho un eil buhez e fell dezho lakaat al lec’h e servij an holl re o deus mennozhioù tost ouzh o re, gant ar soñj zo atav da c’hounit oc’h en em sikour, oc’h en em strollañ. N’eo ket dre zegouezh m’eo bet lakaet “L’effet Papillon” da anv ar stal.