DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (17)
22/01 /18

DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (17)

Koñkourioù ha prizioù : ur c’hleñved bedel ?

Kan ar Bobl : ur mennozh ganet e penn Polig Montjarret pa oa e Bro-Gembre o welet live sonerezh an dud a sone hag a gane tonioù hengounel. Hiziv an deiz zo kanerien ha sonerien a-vicher, a zo trement, evit ul lodenn vras anezho dre ar c’hoñkour ganet en Oriant : Nolwenn Korbell, Yann-Fañch Kemener, Erik Marchand, Marthe Vassalo, Ronan Guebleiz, IMG, Nolùen ar Vuhé …

 

Prizioù evit ar ganerien hag ar strolladoù

Alies e vez roet prizioù d’ar sonerien bagadoù, akordeoñs… Evit ar c’han hengounel emañ Kan ar Bobl dreist-holl hag an Taol Lañs evit ar strolladoù sonerezh a ijin pozioù nevez. E-kerzh 8 vloaz diwezhañ, e oa bet ur strollad o tont eus Diwan trec’h 6 gwech.

Prizioù evit ar skrivagnerien 

Evit an danevellerien e vez muioc’h-mui a goñkourioù : hini kêr-Garaez da geñver gouel al levrioù e miz Here, hini kêr-Redon, hini foar levrioù ar re yaouank e Sant-Varzhin-war-ar-Maez…

E-kerzh 13 vloaz e oa bet meur a lisead Diwan o kemer perzh e Priz ar Yaouankiz hag o vezañ  trec’h : Gwenvred Latimier-Kervella gant “Hunvreoù” (2004), Moran Dipode ha Marianna Donnart gant “Brezel an erevent” (2005) ha “Hudour an tour du” (2006), Ewen Jacq gant “Chase Valeeg” (2013). Evit Priz ar Vugale, Carl Diekman gant “Den Bleiz” e 2012.

 

Fanny Chauffin