Derc’hel d’ar vuhez war ar maez

Aozet eo an tiriad hervez broioù zo,  evit Breizh (4) e konter 21 anezho, sikouret gant arc’hant Europa dre steuñvoù Feader, Feder pe c’hoazh Feamp. E Breizh en deus galvet ar C’huzul Rannvro an aozadurioù da ginnig raktresoù evit talvoudekaat an intruduoù bet kemeret gant an eil re ha gant ar re all. Er rouedad Bruded zo bet fiziet ar programm 2017-2020.

 

 

Eskemmoù a vez war al live rannvroel, broadel, european evit gouzout petra ober war an dachenn. E Breizh e vez tud evel Jean-Charles Lollier, eus ar vro COB, evit dibab petra a vo temoù, a vloaz da vloaz. Ha goude e vez da dud evel Camille Menec, eus ar rouedad Bruded, da vont war an dachenn bleustrek, da vodañ teknisianed ha tud dilennet evit eskemm war poent pe boent. Evit 2017 zo bet 4 emvod digor d’an holl dud o chom e Breizh. D’ar 15/12 e Plonevez ar Faou e oa kaoz eus ar mod da sikour ar beizanted yaouank d’en em staliañ. “Penaos e c’hellomp ober evit ma n’ez afe ket an douaroù dieubet da vrasaat atantoù ar beizanted amezek ?” a zispleg Jean-Charles Lollier. N’eus ket a ziskoulmoù anat met lakaat an dud da eskemm. Ar memes emvod a vo dalc’het e Brest hepdale evit eskemm war ar mod da sevel tiez-yec’hed er c’humunioù. “Goude ma vo bet bannet ar film “Le maire, le druide et le toubib” e vo digoret an diviz etre ar berzhidi.” eme Camille Menec. E 2018 e vo pleustret war temoù all.

 

 

Prederiañ asambles

“En emvodoù-mañ en em gav ur bern teknisianed kaset gant ar SGAR – ar prefeti – an DRAF – ar rannvro – pe c’hoazh Renerezh an Tiriad met ouzhpenn-se a vez graet.  “ a zispleg Jean-Charles Lollier a-raok menegiñ gweladennoù a strolladoù bihan, e miz Du evit mont da welet a-dost penaos e tro an embregerezh Cellaouate e Montroulez, e Pondi e derou miz Kerzu evit kompren penaos e tro ar Fablab, petra a glask ober “L’atelier Paysan”. D’an 13 a viz C’hwevrer 2018 e vo eskemmet war ar girzhier. “Fellout a ra deomp kas war-raok gant hag evit ar boblañs. Hiziv an deiz e vez ar memes kudennoù e pep lec’h war ar maez, penaos en em strollañ evit gellout rannañ ar memes karr, penaos dont a-benn da zerc’hel ostalidioù ha ispisirioù war ar maez ?

“Sikour an dud da genlabourat asambles, lakaat an dud e darempred, da glask doareoù pleustrek, a vez graet abaoe 1990 gant ar Fream. E bro pe vro e tisoc’ho kinnigoù, hervez ment an tiriad, evel er vro COB, 83 000 annezad, un tiriad na bras na re vihan. Etre daouarn an dud war al lec’h e chom ar poz diwezhañ.” a gloz Jean-Charles Lollier.