Danevell : Nedeleg ar spontailhoù
30/01 /18

Danevell : Nedeleg ar spontailhoù

Nedeleg ar spontailhoù

gant Goulc’han Kervella

 

Gwechall, ha n’eus ket keit-se c’hoazh, e oa ur spontailh o chom en ur park bras, war ur gompezenn e-kreiz Bro-Leon. Job a veze graet anezhañ. Savet e oa war ur peul hir prenn, sanket don en douar. Gwisket e oa gant ur mellad mantell ruz. Gant torchoù foenn stardet e milginoù e vantell e oa graet e zivrec’h. Koloennoù heiz hir oc’h ober e vlev, souchet gant ur pikol tog uhel, solier ha kalatrez ennañ. Du e oa e zaoulagad, melen e fri ha ruz e c’henou. Ur c’hanfard a spontailh a oa eus Job! Spontañ al laboused  ‘oa e vicher, kuit dezho da zont da zebriñ ar greun a veze hadet er goañv hag ar pennoù-ed o tareviñ en nevez-amzer hag en hañv.

E penn ar park edo tiegezh Fañch Kouer, ar perc’henn. Un tiog madelezus e oa Fañch, intañv un nebeut bloavezhioù a oa, o vont war an oad bremañ. Ur mab en doa, Sis e anv, ur c’hrennard divorfil o studial evit dont da vezañ labourer-douar war-lerc’h e dad. Bep an amzer e teue Fañch da gempenn e spontailh: lemel dezhañ e varv, krennañ e vlev, peñseliañ e zilhad truilhok, gwiskañ anezhañ gant dilhad tomm er goañv hag ur roched skañv en hañv. A-wechoù e chome da varvailhat gant ar spontailh pa veze laouen pe glac’haret gant un dra bennak. Gant evezh ec’h are an douar ha mediñ gant ar vederez, kuit da stekiñ ouzh Job. Gant ur c’hleuz ledan e oa gronnet ar park, gwez uhel ha brouskoajoù stank war e c’horre. Di e teue al laboused da gludañ ha da ober o neizioù. Lavaret e oa bet da Fañch gant e vab Sis, e vefe ret diskar ar c’hleuz hag ar gwez, evel ma oa krog al labourerien diwar-dro da ober, evit kaout brasoc’h park, aesoc’h da labourat gant ardivinkoù arnevez, ha nebeutoc’h a laboused da zont da zic’hastiñ an trevajoù. Nac’h a rae Fañch, rak karout a rae ar gwez hag al laboused. Karout a rae Job ivez: gant ar c’hleuz hag ar gwez e oa muioc’h er goudor eget ma vefe bet en ur park digor bras d’an avelioù.

Etre an ti ha park ar spontailh, en doa Fañch Kouer un tamm liorzh. Ennañ e chouneze legumaj evit ar gêr: pour, karotez, kaol pomm ha brikoli, saladenn, rabez ruz, piz bihan, fav glas ha fav sec’h, kignen, ognon, chalotez, hag un nebeut roudennadoù avaloù-douar. Seurt traoù hag a gave mat ivez al laboused! Un drovezh eta e lakeas Fañch ur spontailh all en e liorzh, ur spontailhez pa lavarin mat, Anjela hec’h anv. Anv-bihan e wreg e oa Anjela, kement a gerse en doa dezhi! Gant he dilhad dezhi, ar re flammañ o livioù, en doa gwisket ar spontailhez, ha lakaet war he fenn koef chikolodenn e vamm-gaer. Ha marvailhoù neuze gant Fañch pa zeue da labourat pe da bourmen en e liorzh.

Ne oa ket Sis, ar mab, ur paotr gwall blijus anezhañ ken. Moarvat e oa bet breinet e spered hag e galon, er skol, gant e vignoned bugale da Juloded, ha gant ar gelennerien o vroudañ ar re yaouank war-zu un doare labour-douar « seul vui, seul c’hoazh! » ha « dic’hastiñ atav » , hep doujañ d’an natur. Pa zeue ar paotr d’ar gêr, da zibenn ar sizhun ha d’ar gouelioù, e rae goap ouzh doareoù a-c’hiz kozh e dad da labourat douar, hep ludu da drempañ hag hep louzoù da lazhañ ar geot hag an amprevaned. Muioc’h a c’hoap a rae c’hoazh ouzh an daou spontailh, Job hag Anjela. Pa vefe eñ e penn an tiegezh, a-benn nebeut bloavezhioù, e vefe taolet ar c’hleuzioù hag ar gwez d’an traoñ, lakaet ludu ha louzoù forzh pegement ha stlapet an daou spontailh en un toull mengleuz bennak. Daoust da se ec’h enebe Fañch ouzh mennozhioù araokour e vab. « Piv eo ar mestr en ti-mañ ‘ta? » a c’hourdrouze outañ.

Azalek an dervezh kentañ ma oa bet sanket Anjela e liorzh al legumaj gant an tiog, e voe piket e galon da Job. He gwelet mat a rae eus ar park dre an ode a oa e-kreiz ar c’hleuz. Anjela ivez a glevas he c’halon o lammat taer en he c’hreiz, en ur welet ar pabor e dog uhel. Goude ur pennad lentiri e krogjont da varvailhat kenetrezo pa vije deuet ar pardaez, aet al laboused d’o c’hlud hag ar gouerien d’o c’hêr. Komzoù tener a veze ganto. Ken e teuas gouelioù Nedeleg. Da geñver nozvezh ar Pellgent, a ouzer vat, o deus al loened ar galloud da gomz kenetrezo en o c’hreier, hag ar skeudennoù mein da vale dindan bolz an neñv. Ar pezh ne ouzer ket eo e c’hell ar spontailhoù ivez disankañ o zroad diouzh an douar ha mont da gantren dre ar vro. Ret e vez dezho avat- evel d’an delwennoù-, bezañ distro d’ar gêr a-raok ar ruzell-veure. D’ar Pellgent eta e c’hellas Job hag Anjela tostaat an eil ouzh egile hag ober brasoc’h anaoudegezh. Ken e savas karantez vras kenetrezo. Ha da Bellgent ar bloavezh war-lerc’h e voe lidet o eured ha graet ar friko.

Da hanternoz eta, « Kriz e galon neb da ouelfe…gant ar from! », e voe gwelet un ambrougadeg sebezus-bras dre straejoù ar barrez. Bez edo da gentañ, kazi-kazel, Job hag Anjela gwisket ganto o zruilhoù kaerañ, ul lienenn wenn dantelezhet war benn ar plac’h nevez. War o lerc’h edo spontailh ar presbital, gant kazul ur chaloni kozh war e gein, ha spontailh an ti-kêr, tok voulouz preñvedet ha lost-pig malbrenet gantañ, hag ur pezh seizenn tri-liv aet e pilhoù, en-dro d’e gof. Ha d’o heul, holl spontailhoù ar vro. Dirak an iliz parrez, endra m’edo ar barrezioniz o kanañ « Nouel, Nouel da Jezus », e voe eureujet Job hag Anjela gant an aotrou person spontailh; ha dirak an ti-kêr gant an aotrou maer spontailh. Mont a reas Anjela da frotañ he c’hof ouzh ar peulvan a oa eno, war al letonenn: galloud en doa, ar menhir-se, evit doare, da sikour ar merc’hed da gaout bugale. Nag a blijadur da c’houde gant ar friko, baladao ha dañsoù-tro. D’an distro d’ar gêr, e-kreiz an noz, e voe dihunet Fañch Kouer gant ar chas oc’h harzhal. Mont a reas da sellet ouzh ar prenestr. Souezhet-marv e chomas o welet un arridennad spontailhoù laouen, savet o banne d’o fri, o vont hebiou d’e di. Dispourbellañ a reas e zaoulagad ha skrabat e benn. « Re am eus sachet war ar gwin da fiskoan ar Pellgent, douetus! » Ha dav en-dro en e wele.

Bloaz war-lerc’h- pelloc’h eget an dud e vez ar spontailherezed o tougen-, e voe ganet ar bugel spontailh kentañ. Gant he dilhad frank ha ledan ne oa ket bet anat e oa traoù nevez gant Anjela. Koulmig e voe anvet ar c’hrouadur. Estonet e voe Fanch Kouer o kavout ar spontailh nevez c’hanet. « Lakaet amañ gant unan bennak, douetus! » Hag eñ ha sankañ anezhi en ur c’horn eus ar park. Bloaz war-lerc’h e voe ganet ur paotrig spontailh, Pennduig e anv. Hag evel-se e-pad pevar bloaz all: Eostig, Rouzardig, Pintig ha Melenig. Bep bloaz e lakae Fanch Kouer ar spontailhig nevez en ur c’horn all eus ar park; unan a lakeas ivez el liorzh gant ar vamm Anjela. Ken e oa un dudi gwelet anezho oc’h hejañ o divrec’h hag o fenn, a bep seurt livioù o dilhad, hag al laboused o tec’het kuit, spontet-mik. Eürus e oa tiegezh ar spontailhoù ha ken eürus all Fanch Kouer gant e vignoned. E-keit-se ez ae e studioù war-raok gant ar paotr Sis. E-leizh a ouiziegezh en doa dastumet er skol. Prest e oa da gregiñ er stur, er gêr, hag e Breizh zoken, evit kas al labour-douar war-raok. Ha kement a fae gantañ atav war zoareoù kozh e dad ha goap ouzh pilhaouerien ar park hag al liorzh!

Er seizhvet bloavezh e voe ganet ar seizhvet krouadur spontailh, ur paotrig koantig anezhañ. Gant ur roched ruz e oa gwisket, setu ma voe graet Boc’hruzig anezhañ. Na laouen e oa Koulmig, Pennduig, Eostig, Rouzardig, Pintig ha Melenig gant o breur bihan. Na moumounet e voe al lellig bihan, ar gwidorig, ganto. Ne oa ket Boc’hruzig ur spontailh evel ar re all avat. Pa voe en oad da ober e vicher spontañ al laboused ne rae ket e labour e-giz ar re all. E-lec’h kas kuit an evned a zeue da zebriñ ar greun, en ur hejañ e zivrec’h hag e benn, evel ar re all, e chome difiñv-kaer. Ken e c’helle an debrerien gwinizh, heiz pe gerc’h kargañ o c’hof dibreder. Dont a raent da gludañ zoken war dog ha divrec’h Boc’hruzig. Pa veze gwall-amzer, avel yud o c’hwezhañ, e teuent da c’houdoriñ en e gichen. Pa veze heol grizias oc’h ober e teuent da zisheoliañ dindanañ. Ul laouenanig a zeuas zoken d’ober e neizh e-touez e vlev stoup! Meur a wech e voe gourdrouzet gant e dad hag e vamm; ha kemend-all gant ar perc’henn Fanch. Ma ne rafe ket gwelloc’h e labour e vefe kaset kuit diouzh an atant, hag e familh d’e heul.

Ober a rae Boc’hruzig an neuz da sentiñ, e-pad ur prantad, hogen re e kare al laboused. Anat oa ar garantez-se, rak en-dro dezhañ, er park, e oa rouez an ed o kreskiñ, ha bet hadet stank koulskoude. A-raok Nedeleg e klañvas Fanch Kouer: ne oa ket gouest da labourat ken, na da vale zoken. En ur gador-ruilh e ranke chom. Neuze e teuas e vab Sis, da vat, da zelc’her an atant. Damechu e oa e studioù gantañ; kendelc’her a rafe da zeskiñ, dre lizher, e-ser kas ar stal en-dro. Kentañ tra a reas an tiog nevez, gant un tourter bras, a voe diskar an holl gleuzioù ha girzhier a oa en-dro d’e barkeier, ha pilat ar gwez. An eilvet tra a voe disankañ ar spontailhoù hag o zaoler en ur straed digavandenn. Da zigarez evit e dad e lavaras ne raent ket mat o labour. Evit Boc’hruzig ne oa ket gaou, evit ar peurrest eus ar familh avat ne oa ket gwir.

Glac’haret-bras e voe Fanch Kouer o welet e barkeier kloz aet d’ur pezh mell tachenn digor d’ar seizh avel, ha dreist-holl e vignoned, ar spontailhoù, kaset kuit. Na pegen trist e oa ar vro hepto!

Nozvezh ar Pellgent, evel bep bloaz, e teuas buhez e Job, Anjela hag o bugale, mesk-ha-mesk o izili hag o zruilhoù e toull ar straed zon. Yen-skorn e oa an amzer, an avel yud en he gevred, krog an erc’h da gouezhañ goustadik war ar vro. Divorfilañ a reas ar spontailhoù ha mont en o sav, en ur deurel ar boultrenn hag ar fank diwar o dilhajoù. Petra

ober bremañ? Penaos kaout boued da zebriñ evit ar bloaz o ton? Pelec’h kaout goudor evit tremen un nozvezh ken yen? Du e selle e vreudeur hag e c’hoarezed ouzh Boc’hruzig. Abalamour dezhañ eo e oant kouezhet ken izel. Stagañ a rejont da vale dre an henchoù. Ha mont da c’houlenn an aluzen en tiez ma tremenent hebiou dezho. « Un tamm bara, mar plij! Boued evit hor bugale! » Goap a veze graet outo. « N’emañ ket Meurlarjez c’hoazh.

Deuit en-dro a-benn neuze! » Pe, « Pell zo eo echu Kala-goañv, kit kuit gant ho maskaradennoù anaon! » Droukoc’h e veze lod eus an dud, direnket e-kreiz o fiskoan. « Kerzhit kuit! C’hwi zo kaoz ma ‘z eo bet debret ar greun gant al laboused. Ne vo ket a vara er bloaz a zeu! » E meur a lec’h zoken e veze iset ar chas war o lerc’h, pa c’houlennent boued ha bod, ha pa ne ve ken ur c’hozh kraou pe ul lab dirapar, da c’hellout goudoriñ.

Ma kroge ar c’hon kounnaret en o zruilhou o vont mui-ouzh-mui da bilhoù. « Gwelet a rez petra a vez graet deomp abalamour dit-te! » a lavare e vreudeur hag e c’hoarezed, droug enno, d’ar bidoc’hig.

En em gavout a rejont adarre e penn ar park ma oant bet kaset kuit. Stankoc’h-stankañ e kouezhe an erc’h, aet pluennoù skañv an erc’h da valzennoù pounner; yutoc’h-yutañ e sute an avel sklas; kaletoc’h-kaletañ e teue an dour hag an douar skornet da vezañ. Ne gave Job, Anjela hag o bugale kleuz ebet, na c’harzhenn, na wezenn ebet d’o gwaskediñ. A-benn ar mintin, hep mar na marteze, e vefent kavet marv da vat. Adarre e voe tamallet ar breur yaouankañ gant ar re all.Ma krogjont da vouskanañ ar son o doa klevet e ti Fanch Kouer, kanet gant Youenn Gwernig :

« Oa bet lâret deomp ur bugel

Oa bet ganet en ur c’hraou

Oa bet lâret deomp ar bugel

Oa deut evit cheñch tout ‘n traoù. »

Neuze, pebezh burzhud-, e chomas an erc’h a-sav da gouezhañ. Hag e tispakas an amzer, gant ar stered o lintrañ e bolz an neñv. Klevet a rejont trouz a-bell, hag o kreskiñ muioc’h-mui, evel o tostaat outo. Ur c’han e oa, mesket ennañ meur a son, skiltrus ha boud. Hag e weljont o tont diouzh seizh avel an oabl, bandennadoù laboused, re vras ha re vihan, o chintal, o filipat, o sutellat, o richanañ, o c’hwitellat. O tostaat ouzh familh ar spontailhoù, lod uhel en oabl, lod all a-resed an douar, o nijal, o nijellat, o tournijal, o troidellat, a-denn askell.

Laboused a bep ment ha a bep seurt liv. Bez edo ar c’hornigelled, ar gwennilied, ar mouilc’hi, ar filiped, ar skrewed, ar morvaouted, ar gouelani, ar c’hefeleged, an turzhunelled, ar skraviged, ar piged, ar brini hag an dridi. Bez edo ivez an driski, ar mourziged, ar borzevelloged… an holl laboused m’en doa ar spontailhig Boc’hruzig roet boued dezho da zebriñ ha goudor diouzh ar gwallamzer. Gant al laboused brasañ, en o beg, e oa skourroù gwez, strouezh ha dres, louzaouennoù ha geotennoù, man ha kinvi, tammoù gloan ha stoup. Hag int ha pleizhenniñ, blañsonenniñ ha gwiadennoù anezho kenetrezo, da sevel da Voc’hruzig ha d’e familh un neiz vras, evel un ti kloz ha goudor. Gant tammoù keuneud e rejont dezho un tantad, deuet ur c’hlaouenn-vev gant ur goukoug en e bigos. Ha gant al laboused all, boued hag evaj evit ar bloaz. Ur gwir friko, ur fiskoan Nedeleg. A galon zigor e tebrjont o boued lipous ha saourus, endra ma kane an holl laboused en-dro dezho:

« Trugarez dit, Boc’hruzig ar spontailhig

Nedeleg laouen dit ha d’az familhig! »

 

 

GK

Nedeleg 2017

 

http://www.arvorigfm.com/index.php?rub=podcast_2