Bretoned

Petra a ra deomp en em lavaret Breton ?

Pa soñjan er pezh a oa hon doare da vevañ gwechall hag er pezh a vevomp bremañ, e vijen techet da lavaret n’emaomp ket ken er memes bed, ha ne chom ganeomp nemet bruzunoù eus ar pezh a oamp. An dilhadoù-kaer, hag a roe da c’houzout diouzhtu eus peseurt korn-bro e vedomp genidik, a zo aet gant avel ar bloavezhioù, ha ne vezont douget ken nemet gant un nebeudig tud, en hañv, da geñver ur pardon bennak pe ur gouel folklorel. Ne vezont dispaket ken nemet evit derc’hel soñj eus ar pezh a oa, hag ur wech echu ar gouel, ez eont en-dro d’an armel. Ret eo anzav koulskoude e c’hellont reiñ d’ar re a wisk anezho ar santimant da vezañ eus un tu bennak, ha d’en em santout liammet dre-se gant o hendadoù.

Doujañs am beus evit ar re a ra ar striv-se, hag e rankan lavaret em eus joa vras o welet va nized ha nizezed bihan o tougen dilhadoù ar vro da geñver pardon Lok-Iltud…

Bez’ ez eus un dachenn ’lec’h ma chom ganeomp muioc’h eget bruzunoù : hini ar bevañs eo. Kig-ha-fars a zo atav ur pred gouel e Bro-Leon hag anavezet eo larkoc’h bremañ. Krampouezh a bep seurt a gaver e pep lec’h gant ur banne chistr eus ar vro. Boued-aod, istr, kranked, kregin-Sant-Jakez, chifretez… A vezo alies war an daol da vare gouelioù fin ar bloaz d’an nebeutañ. Da echuiñ ur pred a-zoare, e vezo c’hoazh un tamm farz-forn pe un tamm kouign-amann gant ur banne kafe evel-just. Ne c’heller ket ankounac’haat plas bras ar patatez en hor bevañs, nag hini legumaj ar vro (brikoli, artichaod, ognon, karotez…) na kennebeut frouezh ar vro : sivi, kerez, avaloù, per, kistin, mouar hag all.

Ar bevañs a stumm korf an den, met e ene ? E pelec’h e vo kavet ? Er muzik hag en dañs marteze. Aze moarvat ez omp aet un tammig brav war-raok abaoe ar bloavezhioù tri-ugent. Ret eo soñjal e Alan Stivel, e Glenmor, e Gwernig, e Servat, er vreudeur Morvan ha e pet ha pet all abaoe. Ret eo ivez ober anv eus al lazoù-kanañ ken niverus o kanañ e brezhoneg, betek krediñ kanañ kanaouennoù-meur ha reiñ ul lañs nevez d’ar c’han. Gouzout a reomp ivez ar pezh o deus degaset ar festoù-noz hag ar c’helc’hioù keltiek evit magañ hor gouelioù. Met gouzout a reomp holl ivez eo ret deomp krouiñ evit ma ’z afe hor yezh hag hor muzik war-raok. N’eo ket al labour a vank, nag ar font ! An ijin eo marteze !

Da genderc’hel…