Bloavezh Mat

Graet eo e dalaroù gant ar bloavezh kozh : skuizh a-walc’h ’vedomp deuet da vezañ gantañ ! Re a “drumperezhioù”, re a zour-beuz e kalz broioù, ha re a dan-gwall e broioù all. Re a dud war an heñtoù ha war ar morioù, o klask saveteiñ o buhez. Re a c’haou e komzoù Trump, ’vel e re Poutin, hag e re Erdogan. Ur bed gwall-horjellet eo bet ar bloavezh kozh, hag e ouzomp, daoust da fin ofisiel ar brezel a-enep Daech, e kendalc’h da vezañ un enebiezh don ha padus etre Sunnited ha Chiited, etre an Arabia-Saoudat hag an Iran dreist-holl. Gellet ’vije sevel evel-se ul litani eus ar broioù ’lec’h ma ne ’z a ket mat an traoù, peadra da zigalonekaat an dud vat a glask labourat evit ar peoc’h hag ar justis. Ar re-mañ ne reont ket a drouz peurliesañ, met hadañ a reont koulskoude greun a roio o frouezh warc’hoazh.

Soñjal a ran er familh eus Karakosh, en Irak, hag a zo bet degemeret amañ er bloaz-mañ. Kristenien int, hag o deus ranket tec’hout eus o bro evit saveteiñ o buhez, a-benn-ar-fin, gant sikour kalz tud, int en em gavet amañ. Evit an tad kozh hag ar vamm-gozh eo an diaesañ abalamour d’ar yezh ; an tad hag ar vamm a zeu a-benn da vont e galleg a-nebeudoù, met ar skritur a chom diaes evito ; an div verc’hig  en em denn mat a-walc’h, hag a zo laouen. Nag a dud o deus kemeret amzer evit ober war o zro, kas anezho amañ hag ahont pa veze dav, hag o sikour da sevel darempredoù gant tud ac’halenn hag ivez gant repuidi evelto. Aze eo e welomp mat ez eus fiziañs da gaout en amzer da zont : pa oar an dud reiñ dorn an eil d’egile evit saveteiñ ar re a zo er brasañ dienez, e ouzer mat e c’hell an droug bezañ trec’het… Gant ma raio pep hini e lod ! Ar bloaz a zeu a c’hell bezañ gwelloc’h evit pep hini, ma fell deomp !

 

 

Met penaos krediñ lavaret “Bloavezh mat” da dud inizi Sant-Varzin hag An Dominig, hag o deus kollet pep tra pe dost gant ar c’horventennoù bras Irma ha Maria, gouzañvet ganto tost da bevar miz ’zo ? Penaos hetiñ “Bloavezh mat” d’hor mignoned Palestiniz a wel o pellaat, bloaz goude bloaz, an deiz ma teuio dezho ar frankiz ha m’o dezo o Stad dezho o-unan ? Ha petra lavaret d’an den kozh-se, war e wele a boan en ospital, hep den ebet ken ha pell diouzh e gêr ? Ha penaos lavaret “Bloavezh mat” d’ar vaouez-se, he-unan-penn ha dilabour abaoe mizioù, ha ne oar ket petra e teuio da vezañ ?

N’eo netra lavaret “Bloavezh mat”, met pa zeu eus donded ar galon, eo un doare da reiñ da intent e kemeromp perzh e diaezamantoù an hini emaomp o komz gantañ. E mod pe vod e lavaromp dezhañ ez eus ur plas evitañ en hor c’halon, ha n’omp ket diseblant dirak ar pezh a c’hoarvez gantañ. N’int ket gerioù goullo, na diwar-c’horre, ma soñjomp mat er pezh a lavaromp. N’omp ket gouest da ober burzhudoù, met gouest omp da reiñ ur mousc’hoarzh a galon vat, ha dreist-holl da selaou an hini a dostaomp evel-se outañ.

Ne goust ket ker lavaret “Bloavezh mat” ha n’eo ket koulskoude ar memes tra ha lavaret d’un tremeniad “Brav eo an amzer !” Un dra bennak all a zo er “Bloavezh mat”, un dra bennak hag az a pelloc’h eget hiriv, peogwir e hetomp d’an den a saludomp evel-se ur bloavezhiad a vuhez, ha zoken ur bloavezhiad a vuhez leun, hag a eürusted ma vez posupl. Ne ouzomp ket en a-raok frouezh hor c’homzoù war ar re all, met ar pezh a ouzon mat eo kement-mañ : gwechall, pa vedon bihan, a-raok ar pellgent, ez aemp da reiñ un askoan d’al loened, dezho da gemer perzh e levenez Nedeleg. Ha ne rafemp ket kemend-all evit hor breudeur, an dud, da geñver ar bloaz nevez ? Evit netra eo bet roet deomp ar vuhez : evit netra e c’hellomp ivez hetiñ ur bloavezh mat d’ar re en em gavomp ganto !