Ur Faltazi radio kentañ evit ar vugale
07/12 /17

Ur Faltazi radio kentañ evit ar vugale

Deuet eo poent en-dro da dTeatr Piba, Dizale ha da Radio Kerne da ginnig ur faltazi. Ar wech-mañ eo-hi gouestlet d’ar vugale.

 

 

Goude ma vefe bet skignet Ar Maezioù e 2015, ha Teir Oberenn ar peñse : Lampedusa Beach, Lampedusa Snow, ha Lampedusa Way (2016 – 2017) ; setu prest eo trede faltazi skingomz gant skipailhoù an Teatr Piba, Dizale ha Radio Kerne da vezañ skignet. Paotr e Valizenn eo titl ar faltazi. Awenet eo-hi ur wech c’hoazh gant hentad kriz ar repuidi o klask dont-tre e Europa dre ar Mor Kreizdouar, pe dre broioù ar Reter. Un abadenn disheñvel da vat eo rak n’eo ket un abadenn evit an dud gour, met unan azasaet evit ar vugale adalek 10 vloaz. Skrivet eo bet gant Mike Kenny, ha troet diwar ar saozneg gant Kristian Braz. Ar faltazi radio kentañ evit ar vugale eo !

 

Hollvedel

Niverus e oant d’ar Merc’her 6 a viz Kerzu e sal an Arthémuse e Brieg, o selaou frouezh kenlabour an teir c’hevredigezh. D’an dud, kinniget ur gwir veaj dre ar son, dic’hortoz ha ral , da welet ha da glevet war an dro !

Istor daou vugel eo, Nafi ha Krysia, oc’h en em gavout war an hent. Tec’het int kuit deus o bro abalamour d’ar brezel. Asambles e klaskont tizhout Europa evit mont da Londrez, an Eldorado, a soñj dezho. N’eo ket un istor gwirion met heñvel eo ouzh hini ar repuidi yaouank tec’het kuit deus Bro-Siria, Tchad, Tchetchenia, Afghanistan, Soudan, Ukraina… Un istor hollvedel an hini eo. Unan a dremen er mare-mañ.

 

Skignañ

Da geñver an div abadenn gentañ e oa bet skignet ar faltazioù war-eeun, n’eo ket bet graet heñvel ar bloaz-mañ. M’ eo bet enrollet an abadenn dimerc’her, ne vo graet ar skignadenn gentañ nemet digwener !

Emgav a lakaer ouzh ho post-bihan d’an 8 a viz Kerzu, neuze, da 7e noz. Adskignet e vo d’ar Sadorn 9 a viz Kerzu, da 1e gm ; d’ar Sul 10, da 8e noz ; ha d’ar Merc’her 13 a viz Kerzu, da 7e30 noz

 

PAOTR E VALIZENN ;  Rener arzel : Thomas Cloarec ;  Aktourien : Tony Foricheur, Mai Lincoln, Tangi Daniel, Sarah Floch, Tangi Merien, Jakez Andre, Kaou Langoet, Riwal Kermarrec ; Sonerezh : Guillaume Le Guern Trouziañ : Javier Marin Leyton