Ur c’hafedi da liamm nevez

Pa oant yaouank e oa ur c’hafe-ti-krampouezh e karter ar C’hermeur. Met serret eo bet. Ur skol a zo bet ivez, bet serret ivez e 1960. Betek m’en em gavfe ur dornadig merc’hed eus ar vro evit reiñ buhez d’al lec’h.

 

 

Eglantine Quellier, Julie Bertillon, Gaby Guillerm hag Anne Posser, o deus dibabet reiñ lañs d’o c’harter, ar C’hermeur, 100 annezad, da 7 km eus ar bourk, war-hent Lanneannoù. E-pad bloaz hanter int bet, bep dibenn-sizhun, o labourat da gempenn ur sal bet prestet dezho gant ti-kêr ar gumun, Plougonven. “War an uhel emañ ar savadur hag ur gweled a-feson hon eus war Menez Are.” eme Eglantine Quellier. Sikour o deus bet gant un 30 bennak a dud ha gallet o deus reneveziñ al lec’h gant douar, koad, kanab, ur wech kemeret e kont ar reolennoù nevez, evit gellout degemer tud nammet, da skouer… D’ar 14/10/2017 o deus diskleriet ar gevredigezh. “ O tont en-dro eus un abadenn sonerezh e Brest, gant “Les Têtes Raides” e oamp. Ha kavet hon eus an anv Pen Kaled.” a zispleg sekretourez ar strollad. Lidet eo bet an digoradur gant ur fest-noz digor, bet darempredet gant ur 450 bennak a dud. Abaoe e vez digoret ar c’hafe d’ar gwener ha d’ar sadorn, etre 6 eur hag un eur vintin.

 

 

Ha goude

Dont a ra pep hini gant e gizidigezh. Troet eo Eglantine war an arz ha c’hoant he dije aozañ eno abadennoù gant mergodennoù. Dedennet eo Julie gant gwerzhañ produoù graet er vro. Evit poent n’eo digor al lec’h nemet d’an izili bet paeet ganto ur skodenn.  150 ezel a zo dija. Ar re-mañ a c’hell evañ evajoù dereat hep bezañ re greñv – ul lisans III o deus – evel gwin ruz, gwenn, bier “An Alarc’h” ha “Tri Martolod”, diouzh ar wask pe e boutailhoù, met ivez chug-frouezh,  te ha tizan “Hep disoñjal an traoù bihan da grignat e-ser evañ a vez fardet deomp gant tud eus ar vro ivez, Pierre Galandy ha “Le foin dans les sabots”.” a resisa Eglantine. Evit poent emaint oc’h en em soñjal war an doare da vont pelloc’h. Aet int da welet tud o deus savet stalioù damheñvel ha reoù all a zo c’hoazh da welet.

Diorren ar buheziñ, bezañ ul liamm etre ar rummadoù a fell dezho. Gant o c’hafedi o deus roet ul lañs nevez d’ur c’harter e-lec’h ne oa mui nemet 2 ouel ar bloaz aozet gant Komite ar Gouelioù.