Tennañ gounid eus koad ar vro
04/12 /17

Tennañ gounid eus koad ar vro

 

E bro Dinan e felle da lod talvoudekaat ar c’hoad a gaver war ar c’hleuzioù.  Dindan 10 vloaz o deus krouet un hentenn, postoù-labour…

 

A-raok 2008 e felle dija da “Kuzul Diorren bro Dinan” gouzout muioc’h war pinvidigezhioù naturel an tiriad. Implijet e voe Jérémie Dauphin, un ijinour war al labour-douar,  evit sevel un hentenn er vro, eus ar c’hoad a gaver war ar c’hleuzioù betek ar gaoter, evit talvoudekaat ar binvidigezh-se, evit derc’hel da gaout gwez war an douar. Hag eñ da grouiñ un doare-jediñ a-benn gouzout peseurt kement a goad a c’heller produiñ war un dachenn, da vodañ an holl re dedennet gant un hentenn evit ar c’hoad er vro, da resisaat anezhi, da sevel ur garta evit bodañ an holl berzhidi.

 

 

Ur SCIC

D’ar 1/4/2008 e voe savet ur SCIC, he anv “Energies Renouvelables en pays de Dinan”, o vodañ 45 ezel, rannet e 4 rann, hiniennoù dedennet, kumunioù ha strollegezhioù, produerien koad hag embregerezhioù ar filierenn. Implijet e voe Jérémie Dauphin war un ½ amzer. Krouiñ ur rouedad gouestlet d’an energiezh, o verañ ar produiñ hag an treuzfurmiñ, eus ar park d’ar gaoter, gant ma ne raio ket ar c’hoad ouzhpenn 20km. Termenet e oa pep tra met diaes eo bet da gas da benn. Ne oa nemet 2 gaoter er vro o tegemer koad evit an tommañ.

 

 

Loc’hañ

2010 zo bet ur bloavezh a-bouez evito. Unan eus ar 45 ezel, Jean-François Rimasson, deuet d’an oad da vont war e leve, a ginnigas d’ar SCIC ren e stal. Emily Duthion, ganti un aotreegezh war an diorren padus, a gemere perzh er SCIC a-youl-vat, a voe implijet ganti evit he barregezhioù war ar buheziñ, war ar merañ, ar c’hontoù. D’ar mare-se ivez e voe roet lañs da “Breizh Bocage”, c’hoant gant ar rannvro talvoudekaat ar c’hleuzioù, ar gwez…  Kaoz a voe ivez da verañ skipailhoù tud da lakaat en-dro war hent al labour.

Ha setu disoc’hoù buan. Plantet e voe ganto 600 000 gwezenn war 600 km a gleuzioù. Implijet e vez tud, evit 8-10 ETP hervez ar c’hefridioù, tailhet e vez gwez hag implijet an dilerc’hioù – 1500 m3 ar bloaz, memestra – war al lec’h evit plouzañ an douar. Kresket e voe ar gwerzhañ hanochennoù, eus 750 m3 e 2010 da 1 500 bremañ. Talvoudekaet zo bet 3 000 ster koad, 2 000 anezho o tont eus bro Dinan, 50-75 km tro-dro, hag ar peurrest eus ar Mayenne. “Gwechall e teu pep tra eus an diavaez” eme Emily Duthion.

Hiziv an deiz zo 104 ezel d’ar SCIC. Da heul Jérémie Dauphin ha Emily Duthion zo deuet Gerald Solon, Lou Benoit, Goneri L’Helgouach, Mikael Fleury, Julien Philippe… E hemañ diwezhañ zo fiziet ar garg da sevel ur rouedad berr eus ar produiñ  gwez d’an implij evit ar gilvizien. Yalc’hadoù a zo bet er penn kentañ met bremañ en em dennañ o-unan a reont, dre kizidikaat ar strolladoù, diskourrañ gwez, respont ouzh kinnigoù pegagogel, european peget, prevez pe bublik, liessaat o doareoù, ingal.