Produiñ kalz, daoust d’ar vent
11/12 /17

Produiñ kalz, daoust d’ar vent

E Roazhon zo douaroù – 800 devezh-arat – bet dilezet abaoe ar bloavezhioù 80 er Prevalaye, gouestlet ma oant bet d’an dudi. Abaoe zo bet klasket staliañ peizanted eno.

 

 

E bed an natur eo bet Mikael Hardy evit ar wech tout, ezel eus Breizh Vev, eus an LPO, bet desket e vicher gant Jean-Bernard Huon, paotr an ejened, bet o terc’hel douar bio,  60 devezh-arat, e St Albin an Hiliber, etre Foujera ha Roazhon e-pad bloaz. Bep un tammig en deus tapet skiant war ar permaculture. “N’eus ket a deknik da zeskiñ met kemer e kont mont-en-dro an natur, hep lakaat e plas reolennoù reut ha diefed. Gouest eo an natur d’en reneveziñ dalc’hmat. ” emezañ.

 

 

Tachenn vihan

Prestet zo bet douaroù dezhañ gant kêr-Roazhon, 5 000 m², ar pezh a dalvezfe d’ur feurm 150 €/bloaz ha gantañ e vint betek 2021, ha marteze pelloc’h. 3 bloaz en deus padet an eskemmoù rak fellout a rae da gêr-Roazhon staliañ peizanted gouest da vezañ emren, hep yalc’hadoù, o kemer e kont al lodenn dudi. Deus e du e felle d’ar paotr yaouank termeniñ mat e raktres. E miz Genver 2016 eo bet fiziet an douar e Mikael Hardy, drez e-leizh warnañ.  “N’em boa ket c’hoant kaout muioc’h rak ne c’hellan ket labourat tout, hiziv an deiz c’hoazh. Ne dennan gounid nemet eus an hanter.” emezañ. E miz Gwengolo 2016, ur wech difraostet un tamm, e kroge gant an hadañ, sikouret ma oa gant kalz Roazhoniz. E miz Kerzu 2016 e kroge da werzhañ kaotigell frouezh gouez war ar marc’had. Ha gant an arc’hant e prene grilhaj ha plastik evit sevel un ti-gwer. Ha goude plant. Loc’het e oa war-zu an emrenerezh.

 

 

Gwerzhañ

Gwerzhañ a ra gouennoù kozh karotez, kaol, avaloù-douar met ivez plant “gouez” evel linad, c’hwervizon… “Abaoe miz Eost ez an ingal war marc’had bio Roazhon – hini ar Mail / François Miterrand – ha gwerzhañ a ra betek 300 € bewech, produioù o tont eus an ½ eus ar gorread hepken. Gwerzhañ a ra ivez d’ar “Ruche qui dit oui”, d’ur preti, da 3 Gaze*. Ezel eo deus Bio Ferme, eus Ferme d’Avenir, c’hoant gantañ kreskiñ al labour hag impljout tud all war an dachenn. “Met n’eo ket aes kaout danvez peizanted yaouank, daoust da dout ar pezh a vez lâret.” War dachenn ar Prevalaye eo prest ti-kêr Roazhon da lakaat 24 devezh-arat etre o daouarn. “Gant ma kavint tud dedennet, ar pezh n’eo ket sur. Leun a dud yaouank a zo troet war ar produiñ naturel met mankout a ra outo pa vez ar mare da gaout outo.” emezañ c’hoazh.

 

 

Lod eus an natur

O paouez echu ur c’hlud evit ar yer emañ. Prenet en deus ur pomp evit kaout dour, e-unan, hep skoazelloù. Evitañ eo a-bouez kaout yer, ha zoken lapined, rak ezhomm zo ouzh kement hini en natur. “Gant ar yer e c’heller ijinañ ur stlejell-yer, da lâret eo ur “mekanik” a lakfe ar yer da bigosat an douar, da lonkañ kement amprevan fall evit al legumajoù. Hag evel-se ivez evit al loened all, sourded, glesker, buoc’hed-Doue. “Pep hini en deus ur plas war ar chadenn. Debriñ a ra ar re-mañ ar melc’houed…” a resisa-eñ. Gant doareoù evel-se n’eus ket ezhomm c’hwennañ. A-drugarez d’al louzeier fall, d’al liesseurted, e vez plant gwelloc’h ha bravoc’h, ha stankoc’h.  Aet eo betek produiñ had ha gwerzhañ plant. “Tennañ a ran kalz gounid eus un dachenn bihan-tout, o labourat anezhi gant doareoù naturel.” a vez e c’her-stur.

 

 

Gaze : Groupement d’Acheteurs Solidaires et Equitables, bet krouet gant Ingalañ. Ur 15 bennak a zo e Roazhon