Monsanto a-enep ar bev : 1-0 !

A-benn ar fin ez eo aet ar maout eta gant an eil doare, ar broioù neptu – war bouez Bro-Bortugal – o vont gant ar re a oa a-du d’an 9 a viz Du 2017 : renevezet eta aotre ar glyphosat evit 5 bloaz en Europa.

 

Den ne gredo Christian Schmidt en deus divizet lakaat Bro-Alamagn da cheñch ali o votiñ a-du padal edo neptu abaoe deroù ar c’hendivizoù abalamour d’an disemglevioù war dazont ar glyphosat etre ar strolladoù politikel (CDU, CSU hag SPD ) hag a c’hellfe mont adarre asambles e gouarnamant Merkel 2018 hag ar re C’hlas.

An tu-dehoù alaman, sindikad al labourerien-douar ha Bayer, evel-just, a zo evit derc’hel d’ar glyphosat. Bayer, hag a zo o klask prenañ Monsanto evit gwellañ dazont al labour-douar evel ma lavare Liam Condon, a zo emskiant ez eo “e giriegezh lakaat an nevezinti da servijout holl labourerien douar ar bed”. “Hep an dra-se”, emezañ, “ne c’hellfemp ket kenlabourat en un doare efedus da sevel ur sistem produiñ boued padus evit ar bed a-bezh.”. Aze emañ eta e giriegezh e-keñver kevredigezh ar bed en e bezh : skoazellañ an nevezinti evit brasañ gounid an atantoù bras met ivez ar re vunut, koulz er broioù diorroet hag er re n’int ket ken avañset. Kement-se n’en deus ket miret ouzh ar Gomision Europat da c’houlenn un enklask war raktres Bayer, brasañ marc’hadour alaman al louzeier kimiek evit al labour-douar, c’hoant gantañ da brenañ ar brasañ marc’hadour amerikan evit al louzeier kimiek hag an hadoù (ha pergen an hadoù OGK). Aon he deus ar Gomision e teufe neuze Bayer da vezañ ur monopol, ar pezh a zo kontrol da ziorren an nevezinti, ha da c’hounit neuze ur stad a bennadurezh war ar marc’had, ar pezh a zo kontrol d’ar c’hevezerezh.  Met Bayer en deus gwelet sklaer ha gwerzhet gantañ e holl obererezhioù kimiek evit al labour-douar da vBASF evit 6 miliard €. Ker e koust prenañ Monsanto (56 miliard €) met e-giz-se e vo saveteet an nevezenti hag ar c’hevezerezh, dinec’het ar Gomision European  a c’hello reiñ he asant e miz Genver 2018. An Amerikaned n’o deus ket gortozet keit-se : ar CFIUS, ar gomision hag a studi ar postañ arc’hant estren er Stadoù Unanet he deus roet hec’h aotre d’ar 30 a viz Du evit ma c’hellfe Bayer prenañ Monsanto. Dizale n’eo ket mui boikot Monsanto met boikot Bayer a vezo war an daol eta.

 

 

Macron hag ar glyphosat

Da c’hortoz, da heul diviz votadeg ar 27 a viz Du e oa laouen keneil gall Christian Schmidt, Stephane Travert, ministr al labour-douar, koulz hag e gamaraded eus an FNSEA : “Eurus e vefe bet kavet un emglev” edo. Alas ! Diouzh tweet Emmanuel MACRON, un nebeud munutennoù goude e hini eo nijet kuit e “eurusted” ! N’eo ket 5 bloaz met 3 bloaz hepken en deus evit echuiñ gant ar glyphosat e Bro-C’Hall ! Hag an FNSEA da youc’hal ez a seurt diviz enep-krenn da lezennoù ar c’hevezerezh ! Ha betek ar CR (Coordination Rurale) hag a zo oc’h ober kevezerezh dezhi evit kenurzhiañ ar maezioù adal 2019 hag an OPG (sindikad ar broduktourien greun) d’he heul da embann : “5 bloaz a zo gwelloc’h evit 3 (…) an adneveziñ-se (evit ar glyphosat ) a zo en un doare evel un dra hag a oa dleet, ar pezh a zo degemeret mat gant hon daou aozadur.” N’eo ket tre ar pezh o doa komprenet ar falc’herien OGK pa oa bet aloubet porzh an Oriant d’ar 21/11 gant Kenurzherien ar maezioù (CR), deuet d’ober “kevezerezh” dezho ivez evit lavaret e ranker tardañ da zegas en Europa an 32 million a donelloù soja glyphosatet. Un afer a gevezerezh tra ken !

 

 

Jakez.kroc.henn@gmail.com