Mignon ar c’hoad
18/12 /17

Mignon ar c’hoad

Anne-Marie Bellec

Abaoe 45 bloaz e vez Yvon Bellec o labourat ar c’hoad, en diavaez eus e amzer labour da gentañ, a-raok krouiñ e stal, Amibois.

 

Pa oa yaouank dija e kare krouiñ c’hoarielloù e koad evel marc’h-brañsigell e vreur. Met d’ar mare ma rankas labourat ez eas war hentoù all, war-zu ar gounidvouederezh. Alies-mat e klaske ober gant ar c’hoad met diaesoc’h-diaesañ dezhañ, aloubet ma vez an embregerezhioù gant alu, gant urzhiataerioù. D’ur poent bennak, pa ranke labourat en 3×8 e krogas da implij e amzer vak da sevel c’hoarioù. A-drugarez d’e implijer, ar Sill, e c’hellas mont d’ober stajoù er Jura, e Dôle, evit deskiñ ar vicher, ar mod d’ober met ivez ar c’hondisionoù surentez. Eno e kejas gant Yves Fertier, a oa o klask kaout e pep departamant unan da stummañ war an teknikoù-se. Savet e voe ur gevrat etrezo, evit termeniñ an doareoù-ober, an dachenn ma c’helle pep hini bezañ mestr… Er bloavezhioù 2000, e-kreiz un diwaskadenn, e kave menuzer Plougasnou ijin e-leizh. Hag eñ d’en em lakaat war e gont, evel arzour emren, etre 2002 ha 2005. Met labourat a rae re da geñver ar pezh a voe aotreet gant ar statud-se. E 2005 e kroue Amybois, un anv krouet gant implij lizherenn gentañ anv-bihan tud e familh, A evit e wreg Anne-Marie, M evit e vab Mikael, menuzer eveltañ, Y, lizherenn gentañ e anv-bihan… “Met buan hon eus gwelet e oa gwelloc’h ober gant un “i” e plas un “y”. emezañ.

 

 

Deskiñ

Gant an amzer en deus desket ar mod d’ober. “Dav eo selaou an dud, a lavare din an aotrou Fertier.” a ziskleir-eñ evit reiñ da gompren en deus savet kalz c’hoarioù diwar selaou an dud o chom er Jura, ar skolaerezed eus ar vro…  Dibabet en deus kaout e stal en e di, evel ma ra tud ar Jura, kuit da vrasaat anezhañ pa oa ret. Memes m’en deus savet ur c’hant bennak a objedoù en deus komprenet e ranke dibab lod anezho, un 30 bennak, domino, kazeg-koad pe c’hoazh miltamm, hag ober kementadoù brasoc’h anezho, etre 15 ha 60, dre ma felle dezhañ gwerzhañ anezho d’ur priz dereat, etre 15 ha 25€. “Pa vez keroc’h ne vez ket gwerzhet.” emezañ.

Kalz a objedoù a sav, hep sikour ur plan. “A-wechoù eo trawalc’h din santout ar mod d’ober. Ha war-lerc’h kaout bolontez da gas al labour da benn. Bolontez a vank kalz gant ar re yaouank. Evit se n’eus ket ur bern tud dedennet evit mont war ar vicher, eveldon. Ingal e vezan o labourat, o prederiañ, sadorn, sul…”

 

 

Gwerzhañ

Troet eo war ar produiñ. Kregiñ a ra gant an dibab gwez – haleg, siprez, douglas, kistin, derv… eus bro Montroulez, Gwerleskin… – pilañ anezho, ober plankennoù 27mm ganto, lezel anezho da sec’hiñ ez-naturel. E wreg an hini eo a ra war-dro ar gwerzh, troet ma vez muioc’h war an daremprediñ tud.

Ober a ra kalz a labour diouzh ar goulenn met kemer a ra amzer. “Bremañ, p’emaon war ma leve abaoe 3 miz, e kendalc’hin gant ar pezh am eus c’hoant da vat. N’ez in ket mui da derriñ ma fenn, betek ur sizhunvezh-pad, gant c’hoariell pe c’hoariell.” Met anzav a ra ivez eo diaesoc’h-diaesañ dezhañ kemer vakañsoù, ken plijet m’en em gav gant e labour.