Liorzhañ dre ar gwagennoù
25/12 /17

Liorzhañ dre ar gwagennoù

Philippe Munier

E Breizh a-bezh e anavezer mouezh paotr Lannuon, dre ma vez o komz bep sizhun e radioù ar vro, France Bleu Breizh-Izel e Kemper pe he c’hoar henañ e Roazhon.

 

 

Abaoe m’eo bihan eo dedennet Philippe Munier gant al liorzhañ. Da 7 vloaz, e rannvro Pariz, e krogas ganti pa voe fiziet ennañ gant e vamm,  ur vaouez troet kalz war ar bleunioù, ul lodenn 2 m². Dindan 3 bloaz e vere pep tra – 16m². “Ma amezeg a roe din plant a bep seurt” a zeu dezhañ da soñj. Er bloavezhioù goude e lenne kalz kazetennoù war al liorzhañ, “Sauvage”, “Le Pont”, dedennet ma veze gant ar permaculture, gant mennozh ar c’hoadeg da zebriñ.  Studioù war ar biologiezh a gasas da benn. E 2003 e oa e Sant Ke, en ur gouel troet war ar plant “Fête des plantes venues du Large” e-lec’h ma oa ur c’hronikour implijet gant France Bleu Pays de Loire o reiñ alioù d’an dud. Ha kavout sot e ranke tud dont eus ken pell. Sevel a reas teuliadoù da gas da Roazhon ha da Gemper. Miz goude e vez respontet gant radio Roazhon. Kregiñ a reas gant abadennoù  e fin ar bloaz, bep sul etre 9 eur ha 10 eur. Ingal e ranke mont betek eno a-raok ma vefe bet klasket un doare all d’ober, gant sikour 2 linenn bellgomz. Tud Kemper o doa klevet komz ouzh se ivez hag e 2005, d’ar mare ma vez klañv Roger Rose, liorzhour brudet Bro-Gerne, e voe goulennet gantañ c’hoazh. Bep sadorn ez a da Gemper, etre 9 eur ha 10 eur. Hag ouzhpenn-se e respont eus e di, dindan 2-3’, bemdez da 9 eur ¼.

 

 

War-eeun

N’eo ket tre ar memes doare da vont en-dro en 2 radio met bremañ eo boas ouzh e gefridi. Dav dezhañ respont dindan 2’30-3’. “Gwechoù zo e c’hoarvez ganin pas gouzout petra respont, memestra. Ha lakaat a ran emgav gant an dud diwezhatoc’h” emezañ. Evit se e lenn kalz – er mare-mañ emañ gant “La Forêt-Jardin” eus Martin Crowford – hag e oar sevel goulennoù ouzh arbennigourien pa vez ezhomm. “Dedennus eo ar goulennoù divoas, ar re a lak ac’hanon d’en em soñjal” emezañ a-raok displegañ pegen torr-penn eo ar goulennoù a vez graet outañ ingal, evel hini ar man e-touez ar geot… Brudet eo ar paotr evit e zoare “Kalz a dud e Breizh a oar bremañ petra a dalvez an hentenn PTB – Prends ta binette – rak ingal e teuan en-dro war-zu diazezoù sklaer.” eme ar paotr a zo troet abaoe pell evit ober hep louzoù kimiek, o vroudañ ar bevliesseurted… “Ur c’hemm bras em eus gwelet goude ar “Grenelle de l’Environnement”. Gant an holl gazetennoù… e veze kaoz eus liorzhañ naturel… Ar pezh a ran-me abaoe pell.”

 

 

Stummadurioù

Ouzhpenn labourat e liorzh e Lannuon – “Goude 20 vloaz eo poent din cheñch mod dezhañ –  e kustum ivez stummañ liorzhourien, o vezañ unan eus an tri aozadur anavezet gant ar Rannvro, gant “Roxalis Environnement” eus an Il-ha-Gwilun ha “Maison de la Bio” eus Daoulas (29). Diouzh ar mintin e vez plas d’ar preder, en ur sal, ha goude merenn er-maez “Ne c’hell ket ul liorzhour chom bac’het ouzhpenn an hanter eus an amzer.” a zispleg-eñ.

Ha pa ne gaver ket anezhañ dalc’het gant se e vez o kas da benn prantadoù buheziñ, un tamm e pep lec’h e Breizh.