Levenez

Un dra bennak ’vel ul levenez a zo o tont. Nedeleg a dosta ha ne ouzomp ket en a-raok peseurt liv he do al levenez-se evidomp, met ouzh hor gortoz emañ. Ma reomp plas ennomp evit he degemer, ez eo dija ’vel ur muzik dous a glevomp a vare da vare eus a bell hag a dosta goustadik, degaset deomp gant an avel. Bez’ eo ’vel bole kentañ ar c’hleier d’un devezh gouel, deuet deomp eus an tu all d’ar menez, pe d’ar mor zoken. Ha klevet hon eus anezhañ e gwirionez ? N’ouzomp ket, met hor c’halon he deus e glevet. Bez’ eo ’vel skeudenn un dremm laouen, hag he deus treuzet hor spered, amzer ul luc’hedenn, o lavaret deomp “Da garout a ran, joa vras ’m eus ouzhit,” ha steuziet eo ken buan all. Gwir e oa, n’hon eus ket huñvreet, met n’hon eus ket bet amzer zoken da c’houzout a-berzh piv e oa… Ha dont a raio en-dro ? Ar pezh a zamwelomp pe a zamglevomp evel-se a-bell, a c’houlenn kemer korf ennomp e gwirionez : ret eo deomp gwiskañ hor c’halon a levenez evit he hadañ tro-dro deomp. Al levenez-se he deus ezhomm a selloù degemerus, a jestroù a galon vat, a gomzoù c’hwek, a zouster hag a beoc’h, rak n’emañ ket er cholori, nag er youc’hadennoù a veñjañs, nag er feulster. Bez’ emañ e fiziañs ar paotrig a grog mat e dorn e dad, e pok tener ar vamm d’he bugelig, e c’hoarioù laouen ar vugale o sevel ar c’hraouig hag o stignañ garlantez ; bez’ emañ c’hoazh e daoulagad ar re yaouank pa c’hwriont karantez hag e re ar re gozh pa ouzont ez int karet.

Rak levenez Nedeleg a ziwan ’vel ur blantenn. N’eo nemet ur blouzenn o tifoupañ eus an douar, n’eo nemet ur c’heloù mat da vezañ degemeret, ha lennet, ha klevet da vat evit ma c’hellfe kreskiñ e kalon peb den. Hag ar c’heloù-se eo an dra-mañ  : breudeur ha c’hoarezed omp holl, ha dre garantez eo ez omp bev. Ar babig ganet da Nedeleg a zo deuet a-berzh ar Garantez d’en displegañ deomp !