Korsika : Kren-douar politikel

N’eo ket ar metoù politikel ha mediatek gall evit kompren ar pezh ar c’hoarvez e Bro-Gorsika abaoe 2014. Er c’hontrol eus ar reolenn politikel a zo o talvezout e Bro-C’hall abaoe un dek vloaz bennak (“ar muiañ-niver a goll an holl votadegoù da heul”) e ya àr-gresk ar vroadelourion a votadeg da votadeg. 

 

Abaoe bloavezioù emañ ar bed politikel ha mediatek gall dallet gant kresk ar Front National. Klask a reont un displegadenn eus kement-mañ gant dielfennañ kildroiennoù spered mab-den.

Nevez zo, gant enkadenn ar repuidi ha tabut àr ar “Jener” ez eus bet roet lañs d’ur brederiadenn hollek àr an “identelezh” ha disoc’hoù ar “bedeladur eürus”.

E-giz ma vez lavaret gant ar skrivagnour ha prederour amerikan Matthew Crawford* “eo an ekonomiezh manajeriel a venn kaout homosapiensoù kemm-digemm hag a huñvrefe en esperanteg en ur bed pilpaotret”.

 

 

Korn dall an Istor

Met gwashoc’h zo c’hoazh : dre delc’her da welet a-dreuz kresk an “nevez-poblelouriezh” diskar o sorbiennoù dezhe, n’o deus ket gwelet ar strolladoù politikel hag ar mediaoù gall e oa ur gourdrouz all evit an “uneetinivizibl” hag ar “stadoù-broadoù” european all : “Korn dall an Istor” an hini eo. Da lavaret eo distro an “identelezhioù kentañ” o stourm a-enep ar bedeladur hag ar jakobinelezhioù. N’eo ket achu c’hoazh an enkadenn vroadelour e Katalonia ma krog un enkadenn all e Korsika.

52,5% en dro-gentañ gant ar Gorsiz kar-o-bro, Pè a Corsica (emrenourion + dizalc’hourion Corsica Libera) 45,36% eus ar mouezhioù. Gant U Rinnovu (dizalc’hourion a-du gant ar stourm arme) e oa 6,69% . En holl e sav da 52,5%. Hag ar Rinnovu, chomet dindan ar 7%, n’hallas ket mont d’an eil tro.

 

 

Siméoni super-star

Met petra a c’hoarvez e Korsika a-benn ar fin ? Ar vroadelourion a zo e penn kêr vrasañ an enezenn (Bastia) abaoe 2014, da lavaret eo 3 bloaz. Abaoe m’int arruet e penn ti-kêr Bastia ez eus bet lavaret ar pep gwashañ diàr o fenn. “Ma vefe bet advotet ne vefe  ket dilennet Gilles Siméoni (ha neuze Pierre Savelli), kollet en deus e vrud vat” a lavare hag a adlavare ar strolladoù politikel hag ar mediaoù gall a-raok ar votadegoù rannvro e 2015. Gounezet en deus mab Edmond e 2015 ha largik ! Hag adgounezet ar wech-mañ.

 

 

“Dizalc’hour”

An “degajism” a zo o ren àr politikerezh Bro-C’hall abaoe un dek vloaz bennak. Kerkent hag arruet e penn ar jeu e vez kollet an holl votadegoù “etre” gant forzh peseurt strollad e vefe (UMP e 2007-2012 hag ar PS àr-lerc’h). E Korsika, avat, e hañval bout staliet mat ar muiañ-niver broadelour. Hogen, en Europa a-bezh seul wech ma zo bet lakaet broadelourien e penn ur “rannvro” bennak, seul wech e yeas àr-gresk ar “santimant dizalc’hour” da c’houde ha n’eo ket ar c’hontrol ez eo.

Katalunya, Euskal Herria, Bro-Skos, Bro-Flandrez, Inizi Feroe, Flandrez, en holl vroioù-se emañ ar vroadelourion e penn ar jeu abaoe pell. Hag en holl vroioù-se e vez klasket kaout an dizalchiezh hiviziken ha n’eo ket un “emrenerezh kreñvaet” tra ken.

 

 

Fabien Lécuyer

* Matthew Crawford. Eloge du Carburateur. Essai sur le sens et la valeur du travail (“Shop Class as Soulcraft : An Inquiry Into the Value of Work” ) Embann. La Découverte.

 

 

An DISOC’Hoù

Broadelourien : 56,5%

Rannvroelourien : 18,29%

LREM : 12,67%

LR : 12,57%

Amvouezhiañ : 48%