Kembre, daoust d’ar Brexit…

A-bouez eo derc’hel d’al liammoù etre an Breizh ha Kembre, daoust d’ar Brexit. Evit se e oa Jean-Michel Le Boulanger e Cardiff e-kreiz miz Du.

 

D’e heul e oa ivez Forough Salami, bezprezidantez evit Europa hag an etrebroadel, pedet ma oant bet gant Carwyn Jones, kentañ ministr Bro-Gembre, evit lakaat ar gaoz war an eskemmoù da zont etre ar rannvroioù.

Gallet o deus dilennidi Breizh lâret pegen ankeniet e oant abalamour d’ar Brexit a-zivout ar peskerezh, ar gounidvouederezh, an treizhoù, an douristelezh pe c’hoazh ar c’helenn a live uhel.

Kadarnet o deus, memestra, o c’henlabour gant Bro-Gembre, gevellet m’eo an div vro abaoe 2004. E miz Genver 2018 e vo Carwyn Jones evit lidañ ha kadarnat al liammoù-se.