Katalonia : ar Guardia Civile a laka kregiñ e… oberennoù arz !

A-benn nebeut e vo votet en-dro e Katalonia. Dazont ensavadel ar vro a vo dibabet gant ar votourion, ken eo daet da vout votadeg ar 21-12 eil krogad referendom an 1-0. Padal, ne hañval ket ar gouarnamant spagnol klask gounit kalon Katalaniz. Er c’hontrol zoken, abaoe m’eo bet lakaet ar mellad 155 da dalvezout bemdez e vez Madrid oc’h atahinañ an dud. Ar sizhun tremenet e oa a Lheida ma oa bet ar Guardia Civile, o laerezh oberennoù arz er mirdi .

 

E Katalonia, abaoe m’eo bet lakaet ar mellad 155 da dalvezout emañ Madrid o lakaat ar Generalitat da beurbaeañ evit he fec’hedoù hag he huñvreoù diaoulek a frankiz. Goude bout kaset d’an toull politikourion, kargidi-uhel, prezidanted kevredigezhioù hag an holl re o doa roet an disterañ dorn evit referendom an 1-0, emañ ar Guardia Civile o laka kregiñ en oberennoù arz !

 

 

Fest ar vazh gant ar Mossos

Abaoe pell ez eus diemglev etre Katalonia ha proviñs an Aragon diàr-benn un aridennad a objedoù arz. 44 en holl. Prenet e oant bet gant ar Generalitat er bloavezhioù 80 ha 90 met fellout a ra d’ar gouarnamant emren aragonat kaout anezho. Dirak al lez-varn a oa arruet an traoù ha ne oa ket fin an hent proseziñ c’hoazh. Hogen ne c’hortozas ket ar galloud spagnolat diviz ar justis : kaset e voe ar boliserion da mirdi Lheida da laerezh an objedoù e-kreiz an nozvezh etre ar sul 3/12 hag al lun 4/12. Mouchet e oa o fas evel ma vez d’al laeron…

Met buan e redas an trouz e kêr hag annezidi a vanifestas er-maez, o reiñ mouezh a-enep d’ar boliserion hag o stankañ an hent.

Ar Mossos d’Esquadra, ar polis emren katalanat, a oa bet fiziet enni lakaat urzh àr ar straed e-keit ma oa ar Guardia Civile, ar polis spagnolat, oc’h ober e labour. Ha fest ar vazh a voe evit ar vanifestourion ! E-se abaoe m’eo bet lakaet ar Mossos dindan dalc’h Madrid e vez lakaet anezhe da zeskiñ an tonioù bras da Gatalaniz… Terriñ ar fiziañs etre ar bobl hag he folis, setu ar pal, anat d’an holl.

Àngel Ros, maer Lheida, a glaskas mont-tre er mirdi e-pad an dilojadeg met kerkent e voe kaset àr gil gant ar Guardia Civile. Padal e oa Àngel Ros, ezel eus ar Strollad Sokialour (PSC – skourr katalanat ar PSOE)  a-du penn-da-benn gant ar mellad 155 ( a zo soutenet gant Ciutadanos e kuzul-kêr Lheida, àr ar marc’had!).

Bremañ avat emañ o klask faot gant an doare m’emañ lakaet ar 155 e pleustr.

 

 

Savetier gant ur C’hatalanad e 36

An oberennoù arz a zo arruet e manati Santa Maria de Sixena, en Aragon.

E 1936, e oa bet an abati e-kreiz an emgannoù etre ar republikaned hag ar frankourion. E-kreiz an emgann e voe savetaet oberennoù prizius-tre gant un arbennigour katalanat, Josep Gudiol, ha renevezet a-c’houdevezh e Katalonia ha neuze fiziet e mirdi broadel Katalonia. Etre 1983 ha 1994 e voent prenet, hervez al lezenn, gant ar gouarnamant katalanat. Oberennoù all eus ar memes manati a zo bet gwerzhet da virdioù all, un tamm e pep lec’h er stad Spagn.

Hogen abaoe 20 vloaz e vez goulennet-groñs ar 44 oberenn eus Lheida gant menec’h Sixena. Hag ar 44-se nemetken…

Hiziv an deiz setu-int sioul ha didrabas moarvat. E parrez Lheida, avat, eo kounnaret an dud ha ne sioula ket an traoù.

D’an 21/12 e vo votet en-dro gant Katalaniz… En un aergelc’h peoc’hus, seder ha demokratek.

 

 

Fabien Lécuyer