Ganet

Bezañ bet ganet en un tu bennak, d’ur mare eus an istor, ha dre zegouezh marteze ! C’hoarvezet eo bet ganeomp holl, ha kement-se ’n eus merket hor buhez penn-da-benn, hep na ouifemp marteze. Her gwelet a reomp mat e ginivelezh Jezuz e Betlehem, eñ hag a zo bet ganet e-kerzh ur veaj, hag en un takad eus ar vro disheñvel diouzh e hini.

Pa lidomp gouel Nedeleg, eo ivez hor ganedigezh a lidomp, hag an hent graet ganeomp abaoe. Da belec’h e kas ac’hanomp an hent-se ha penaos eo bet merket gant mare ha lec’h hor ganedigezh ? Soubet omp bet adalek hor bugaleaj en ur yezh hag ur sevenadur, e doareoù eta da gomz ha da soñjal, hag o deus frammet hor spered, betek en em santout tost, diwezhatoc’h, ouzh tud ha n’hor befe morse soñjet daremprediñ. Merket omp bet a vihanik gant un endro, evidon-me gant c’hwezh an douar, kan an dour ha nij al laboused, glaster an oabl en hañv ha levenez an eost, met ivez chuchumuchu ar stered en noz ha marvailhoù laouen ar beilhadegoù er goañv.

Desket hon eus an doujañs, ar vignoniaj hag ar garantez, ha treuzet ar gwellañ ma c’hellemp ar poanioù a c’hoarveze ganeomp. Kanet ha pedet hon eus a-greiz kalon evit pellaat ar boan, ha c’hoarzhet a galon vat pa veze tro. Gouezet hon eus a-nebeudoù e oamp eus ur bobl a oa bet alies nac’het, hag a glaske bepred sevel he fenn. Hag hon eus desket e oa pobloù all evel-se, hag hor c’halon ec’h en em sante tost outo. Deuet eo hor bed bihan da vezañ ledan, hag hor c’hoant d’e anavezout da greskiñ c’hoazh.

Ar peb souezhusañ en hon istor eo n’hor befe kollet  morse fiziañs en amzer da zont. En hon donded e ouzomp an dra-mañ : forzh pegen du ’vefe an oabl hiriv, warc’hoazh e savo an avel a gaso kuit ar c’houmoul du hag e paro adarre an heol ! Esperañs Nedeleg eo !