Friko Dastum
11/12 /17

Friko Dastum

E Kawan emañ Julien Cornic o labourat. E Kawan an hini eo zo bet aozet ar pred evit bodañ an holl re, konterien, kanerien ha sonerien, a zo bet klevet war leurennoù Bro-Dreger e-kerzh an 20 vloaz tremenet. 

 

Dindan 20 vloaz zo bet aozet ganto 259 beilhadeg e 70 kumun, o vodañ 64 750 den. “Amañ, zo bet un hengoun, a-viskoazh, maget gant beilhadegoù Maria Prad, plac’h Lannuon, gant sikour Roger Laouenan.” eme Julien Cornic evit displegañ ar berzh .“E Bro-Leon e teu tud da abadennoù c’hoariva. Amañ n’eo ket ar c’hiz. Ne vefe den o tont. Met ma vez kinniget sketchoù e-kerzh ar beilhadegoù, e tremen.”. Etre ar bloavezhioù 60 ha 2000 zo bet aozet 350 nozvezh, ha 250 abaoe ar bloavezh 2000. Mareoù diaesoc’h a zo bet, memestra. A-drugarez d’ar c’houblad Becam, Didier ha Laurence, zo bet kendalc’het. Da skipailh Dastum da aozañ an nozvezhioù, d’ar re Becam da embann pladennoù diwar danvez an arzourien bet pedet, evel Annie Ebrel pe Marthe Vassalo. “Ganeomp, Kreizenn Sevenadurel Lannuon, zo bet embannet un 20 CD bennak.” emezañ. Hiziv, gant e wreg, emañ en antre evit gwiriañ anv ar gouvidi, ouzhpenn 100 anezho.

 

 

Ur mont-en-dro boas

Gant an amzer o deus kavet o mont-en-dro. Ne aoz ket Dastum an nozvezhioù e-unan met kenlabourat a ra gant ur gevredigezh deus ar gumun.

Ar re-mañ a gav ar sal, digoust, a ra war-dro ar c’helaouiñ. Dastum a bled gant ar gonterien, ar ganerien… “Evit ma vefe aesoc’h d’an dud kemer perzh hag heuliañ e vez kinniget danvez liesseurt a bep eil, kontadennoù, kanaouennoù, sonerezh.” a resisa Julien.

Alan Tudoret a zo unan eus ar gonterien, e-touez ar re yaouankañ. “Ouzhpenn 20 vloaz zo em eus kroget ganti, plijet ma oan bet gant kontadennoù Pêr Nohaic, eus ar Chapel Nevez. Dedennus-tre e oa ar mod ma kinnige e istorioù d’ar vugale.” emezañ. Hag eñ da glask danvez e kontadennoù Fañch an Uhel, da gregiñ gant ar “vicher”, er C’houerc’had. “Bremañ e kemeran perzh reoliek, 4-5 gwech ar bloaz, met dav eo din krennañ evit ma ne vefe ket re hir ar c’hontadennoù”.

Eus 8e30 da hanternoz e tremen an nozvezh, hag an holl berzhidi, un 20 bennak bewech, o vont war al leurenn, pep hini d’e dro. “A-raok mont lec’h pe lec’h e klaskan gouzout peseurt tud a vo. 4-5 kontadenn a c’hellin kontañ. Ha war ar prim e welin petra eo gwelloc’h kontañ.” eme ar c’honter.

 

 

A bep seurt

Gant an amzer eo diaesoc’h-diaesañ kaout konterien, ar pezh n’eo ket ken gwir evit ar ganerien evel Jacques ha Louisette Lamour, en avañtur aboae 1998, pe c’hoazh Ifig Kastell, eus Lannuon. “Abaoe 40 vloaz e kanan hag e sonan, en ma bro, Plûned, Ploubezre, Kaouenneg…”  emezañ. Kanañ da selaou a ra-eñ ha prest eo da deurel e ganaouenn “Etre chapelig Sant Eflamm ha tosenn Menez Bre.”

A-drugarez dezhañ, da dud evel Gilbert Goasdoue, zo bet kanet 2 849 kanaouenn, kontet 3108 istor, sonet 2072 tamm sonerezh.

E Kawan e oa laouen an dud da sellet aketus ouzh ar poltridi, test eus un amzer zo bet. Ha loc’het eo mat evit kenderc’hel.

 

 

 

Beilhadegoù da zont :

E Trezelan d’an 1/12, e Tregrom  d’an  8/12, e Kawan d’an 19/1, e Plûned d’an 2/2, e Trezeni d’an 16/2, e Plounerin d’an 2/3, e Pürit d’ar 16/3 hag e Lannuon d’an 23/3