Evel ar skaouted
11/12 /17

Evel ar skaouted

Bezañ prest, bevañ gant an natur, diwall ouzh ar blanedenn a zo gerioù-stur anat evit an 2 blac’h yaouank o deus krouet ur gevredigezh, “Les Jeanettes”, savet o c’hazetenn drimiziek, embannet ha skignet pegsunioù, evit brudañ o mennozhioù.

 

 

E deroù 2017 e kroue Chloe Chevalier, 25 bloaz, o labourat e Adess Montroulez ha Pauline Remeur, 26 vloaz, implijet gant an Ty-Coz e Montroulez, o c’hevredigezh. E miz Here e embannent o c’hazetenn gentañ – 36 pajenn, ment 12×21, e liv – gouestlet d’an ekologiezh ha d’an emzalc’hioù doujus ouzh an endro, en ul lakaat war wel ur gumun eus bro Montroulez, Sant Varzhin evit an hini gentañ. Gwerzhet e vez 2 € – pe 2 Vuzhug – dre fiziadennoù e stalioù ar vro, 25 evit poent. War ar 500 skouerenn bet moullet ne chom ganto nemet 40 bennak. Berzh o deus graet, eta, a vez muzuliet ivez gant an niver a izili, 33, aet e darempred ganto pe gant an darempredoù e-liamm ganto, 920, dre o fajenn Facebook.

 

 

Un eil

Ma oa an niverenn gentañ troet war ar mod ma c’hell an dud tennañ ar produioù dremm en un doare ekologel e vo gouestlet an eil d’an Nedeleg, ar c’hinklañ, ar predoù, ar profoù. Ur c’horn all eus ar vro a vo lakaet war wel, Lokenole-Taole. Fellout a ra dezho bezañ troet war ar familhoù, forzh peseurt oad e vefe d’an dud, gant titouroù, rekipeoù met ivez  gant c’hoarioù. “Lakaat an dud da grennañ war o lastez eo ar pal, evel ma ra an Adess war-zu an embregerezhioù. Met ni a fell deomp kizidikaat an hiniennoù.” eme Chloe Chevalier.

 

 

Ur rouedad

Pelloc’h e fell dezho mont c’hoazh. Da geñver ar sizhunvezh european a-enep al lastez o deus krouet ur pegsun, moullet 500 skouerenn anezhañ, a vez roet d’an dud evit ma ‘z afe ar re-mañ en o stalioù boas, d’ar re ziwezhañ-mañ da stagañ anezhañ war wel, o lâret evel-se e tegemeront podoù gwer ha seier goullo evit ma c’hellfe o fratikoù krediñ dont da brenañ marc’hadourezh e vrak. E fin miz Du e oazent ivez en Ty-Coz ur stal-eskemm war ar rekipeoù, gant ar soñj kenderc’hel ganti goude, ur wech ar miz.