Eus ar sevenadur d’ar yec’hed
25/12 /17

Eus ar sevenadur d’ar yec’hed

Alies e vez lakaet ar gaoz war ar c’hudennoù a vez gant tiez-kêr zo evit derc’hel bev kreiz o c’hêrioù. Lod a gustum lezel da gozhiñ tiez zo, lod all da guzhat ar wirionez gant touellwelioù, lod all gant lakaat parkaoù digoust. Ur gwallgudenn eo ha ne zeuer a-benn outi nemet o labourat war hir amzer, evel ma vez graet e Kerien (29).

 

 

N’eus ket tre 1800 annezad e Kerien ha koulskoude e c’hellont kontañ war un ti-yec’hed, ennañ 2 vedisin hag eizh klañvdiourez, ur c’hine. Kant metr pelloc’h zo un dentour. Nepell c’hoazh ur greizenn degemer evit 10 den paket gant Alzeimer ha Parkinson.  Hag ivez un ti-apotikerez. Ne c’hell ket an holl gumunioù embann seurt disoc’hoù. “Met n’eo ket gounezet. Bresk e chom hag ingal ez an da welet penaos e tremen an traoù ganto.” eme Jean-

Jean- Paul Lafitte

Paul Lafitte, maer abaoe 2014. Hag eñ da gontañ penaos eo bet kaset an traoù da benn, prenet ar presbital kozh dilezet digant an eskopti, skoazellet gant ar Gumuniezh kumunioù evit 100 000 € war an 300 000 € a gouste al labourioù reneveziñ 200m². “E fin 2015 hon eus prenet anezhañ. Buan eo bet graet al labourioù. Tri miz goude e oa prest.” a zegas ar maer da soñj. Evit kaout un eil medisin pa voe

klañv ha chomet a-sav  ar medisin kozh, Alain Nativelle, o deus gellet kontañ war sikour an ARS ha goude gant ur c’habined-tuta, evit kaout ur medisin rouman, Andrei Pandeli. Abaoe eo deuet en-dro Alain Nativelle ha setu daou vezeg e plas unan. A-orin eus Kerien e oa familh Nicolas Rouault, ar c’hine, ha strizh ar plas dezhañ e Kerpape, e-kichen an Oriant. Skoazellet eo bet ivez evit m’en dije c’hoant dont en-dro war-zu e orinoù.

 

 

Evit ur vro

N’eo ket e Kerien hepken e kav an holl dud-se klañvourien. Savet eo ar skipailh klañvdiourezed evit respont da dud An Arc’hanaoù ivez. Deus Lokunole, Sant Thurien, Tremeven ha zoken Lanvenegen, er Mor-Bihan, e teu an dud da welet ar vedisined. N’eus ken nemet 10 km etre Kerien ha Kemperle. “Bras eo ar gumun, 54 km², an dekvet war ar 16 a gont ar gumuniezh kumunioù – 560 000 annezad en holl – evit ar boblañs met an hini gentañ evit ar gorread.” eme ar maer, laouen ivez gant ar skol sonerezh a zo er gumun, an dachenn da c’hoari boulloù. “En holl e konter 2000m² a dachenn c’holoet, gouestlet d’an dudi, ouzhpenn 1m2 dre zen.” a-raok menegiñ al lodennaoueg emañ o soñj sevel, 10 lojamant ennañ, gant sikour Finistère Habitat. “Met bresk eo pep tra. Ingal e ranker stourm evit ma c’hellfe pep tra padout, ar stalioù kenwerzh, ar skol.” Ur stourm pemdeziek eo evit sikour ar preti, ar 2 stal-ispisiri, ar 2 stal bouloñjerezh, ar stal perukennerezh, ar burev butun… da dreiñ.

 

 

War hir dermen

E skipailh Marsel Moysan e oa Jean-Paul Lafitte, ar ch’ti dimezet gant ur plac’h eus ar vro, a-raok 2014. Gant ar maer kozh, bet maer etre 1995 ha 2014, 19 vloaz, e oa bet diskouezet an hent. “Atav em eus bet gwelet un dentour e Kerien. Met 12 vloaz troc’h a zo bet, betek 2011-2012, memestra pa zo bet renevezet un ti-kenwerzh da staliañ anezhañ.

Paotr ar sevenadur e oa Marsel Moysan kerkent hag er bloavezhioù 70. A-drugarez dezhañ e voe gevellet Kerien gant Dumore, e-kichen Galway, 3000 annezad, e 1983. Ha da geñver an eskemmoù e veze lakaet war wel ar sevenadur, ar sonerezh, ar c’han e brezhoneg, ar gouren. E 1985 e lakae e plas un tañva d’ar yezh evit bugale  CM2 ar skol brevez. Evit e eil resped maer  e labouras evit un hanter eus e amzer en ti-kêr hag an hanter all evit Mervent. Komprenet e vez gwelloc’h neuze e voe sinet karta “Ya d’ar brezhoneg” e 2008, digoret un hentenn divyezhek er skol bublik e 2011 ha tizhet live 2 ar garta, 2 vloaz zo.

Kerien, pe istor tud tomm d’o sevenadur, c’hoant ganto ivez da zerc’hel da labourat ha da chom er vro. “Pep tra a ya asambles. An apotiker an hini eo a boueze warnomp evit ma komprenfemp pegen a-bouez eo evitañ e vefe medisined er gumun.” a gloz Jean-Paul Lafitte. Ha Marsel Moysan deus e du da genderc’hel gant divizoù e brezhoneg e ostalidioù Kerien.