DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (14)
15/12 /17

DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (14)

An haiku : berr ar stumm, pinvidik al labour 

Barzhoniezh Breizh a zo douget gant barzhed evel Bernez Tangi, Reun ar C’halan, Nolwenn Korbell, Yann-Ber Piriou… Met hiziv an deiz e teu war wel stumm an haiku a ra berzh gant ur bern brezhonegerien, bras ha bihan. Un doare da adperc’hennañ hag ar yezh hag ar rouedadoù sokial ?

Ur benveg priziañ al live yezh ? 

Gant an haiku e vez dispaket braventez an natur hag ivez santadoù hiniennel. Penaos ober pa vank gerioù ? Pa vank re a c’herioù evit lavar (h)e soñjoù ? Ar prantadoù sevel haiku kaset e kentañ derez klasoù divyezhek a ziskouez splann  e vez diaes ar pleustr d’ar vugale a glev  an nebeutañ  a vrezhoneg er skol hag er gêr. Ret eo tremen dre ar galleg evit gallout mont betek penn ha sevel ar berrañ barzhoneg a zo er bed : an haiku.

Un doare japanat a glot gant ar vro-mañ ? 

Klotañ a ra ivez gant ar mare : hini Internet, rouedadoù sokial a lak traoù berr war wel, disoñjet buan. Met chom a ra barzhoniezh memestra gant ar from hag ar vraventez, gant Malo Bouessel du Bourg, da skouer. Gant koñkourioù e vez diskouezet pegen poblek eo an haiku. E-kerzh kenstrivadeg Taol Kurun e miz Genver 2016 e oa bet dastumet 945 haiku, 315 e brezhoneg (127 bugel, 108 krennard, 89 tud deuet) evit 573 haiku e galleg ha 60 haiku e gallaoueg. Teulfilm “En un tenn alan : ar bed”, savet gant Ronan Hirrien e 2015 a ziskouez pegen bev-buhezek eo arz an haiku e Breizh ivez. Un nerzh krouiñ roet da bep hini e brezhoneg en un doare simpl hag aes ?

Fanny Chauffin