DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (13)
11/12 /17

DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (13)

Lennegezh dre skrid ha dre gomz : an diazez 

Evit ur yezh skrivet (n’eus ken ‘met 200 anezho er bed) eo pouezus al lennegezh hag an nerzh krouiñ a vez e barzhonegoù, pezhioù-c’hoari, romantoù, danevelloù, met ivez er c’hanaouennoù, hag ar glad dastumet abaoe bloavezhioù gant Dastum, pinvidigezh ar yezh komzet dre ar rimadelloù, an troioù-lavar, barzhoniezh ar bobl.

 

Lennit  Barzaz Breizh !

Souezhet-bras e oa bet Riwanon Kervella en ur c’hlasad eilvet : ne ouient ket petra e oa ar Barzaz Breiz. Hag eviti e oa an diazez, an dra gentañ da lenn e brezhoneg. Diazez ul lennegezh, orin ur bern kanaouennoù a vez klevet, adkanet gant Jil Servat, Alan Stivell, Bernez Tangi… Pa weler eo ar C’halevala diazez ar yezh finneg ha penn kentañ ar finneg skrivet, e vez komprenet e vez studiet an oberenn gant an holl vugale er vro. Pell emañ Yann eus e gazeg neuze e Breizh…

Unan eus mammennoù faltazi arzourien Vreizh eo  Barzhaz Breizh, ha chom hep gouzout piv e oa Kervarker, petra a c’hell degas studiadenn ar Rannoù da skouer, pe liammoù etre barzhoniezh Kembre ha Breizh, ur varzhoniezh ken kozh hag hini Roma pe Gresia a zo ur skoilh evit digeriñ dorioù an ijin.

 

Lennit, forzh petra, forzh penaos, met lennit e brezhoneg

N’eus digarez ebet hiziv an deiz evit chom hep lenn e brezhoneg : ur bern levrioù, troidigezhioù, enrolladennoù oberennoù klok pe danevelloù a zo da selaou war ar rouedad (rouedad radioioù e brezhoneg, CD gant levrioù, …). E levraouegoù bremañ e vez kavet romantoù, ordin. E saloñs Karaez bep bloaz e vez gwelet levrioù dreist, bannoù treset, danevelloù, romantoù polis, skiant faltazi. Re nebeut, met alies ar re a glemm n’int ket ar re a lenn. Dre forzh lenn e teu gerioù nevez.

Fromus eo levrioù ‘zo. Poent eo lakaat al lennegezh e brezhoneg da zont ‘ maez eus ur skeudenn “lenn rediet”. Re nebeut a lennerien, evit un 200 bennak a zanevellerien, pegen dipitus !

Fanny Chauffin