Dastumerien legumajoù ar mor
04/12 /17

Dastumerien legumajoù ar mor

Julien Racault o tastum bezhin

5 bloaz ‘zo eo bet krouet Algo’Manne. Staliet eo an embregerezh e Porsal. Gwerzhañ a reont bezhin mat da zebriñ. 

 

Abaoe pell eo troet Julien Racault war ar c’henskoazell hag an doareoù doujus ouzh an endro. Un nebeud bloavezhioù ‘zo en deus bet tro ar paotr da vont war-zu Afrika, gantañ ar gefridi sikour an dud du-se. Mod-se e tizoloas bed ar bezhin mat da zebriñ, en o zouez ar Spiruline da skouer. O tistreiñ da Vreizh e teuas c’hoant dezhañ broudañ tud e vro da ziskoachañ ar pinvidigezhioù naturel-se. “N’eo ket er skol e vefe desket deomp perzhioù mat ar bezhin… Tro ‘m eus reoliek da gejañ gant ijinourien arbennikaet war ar mor, gouest da zielfennañ pep elfenn a gaver er bezhin, hag alies a-walc’h e chomont bamet pa lâran dezho e c’heller debriñ bezhin-mañ-bezhin” a zispleg Julien Racault. Ha da genderc’hel “Chom a ra tachenn an debriñ bezhin da zifraostañ, da vat ! Iskis eo memestra, pa ouzer ken mat int evit ar yec’hed !”

Ken gwir eo ma n’eus ket eus ur gwir statud gant o micher, ha n’int ket anavezet evit ar pezh a reont resis, met staget ouzh micherioù disheñvel evel re ar c’hreginerezh…

 

Reolennoù

Daoust ha ma ne vefe ket anavezet da vat ar vicher gant ar stad, ez eo bevennet an dastum bezhin gant reolennoù strizh a-walc’h. Da gentañ eo bet dav da dud Algo’Manne goulenn un aotre da zastum. Unan ‘zo bet roet dezho, hag a dalvez evit ur c’horn-bro resis. “Evel-just ne c’heller ket ober forzh petra. Dav eo diwall ouzh ment ar bezhin a zastumomp, ouzh al lec’h ma reomp, ha c’hoazh ouzh ar mare ma reomp. Ne zastumer ket ar memes bezhin a-hed ar bloaz.” eme Julien Racault. Goude pep devezh dastum e rankont ivez menegiñ war ar c’hartennoù al lec’h m’int bet o labourat. Talvezout a ra an aotre bet roet dezho d’an dastum war-droad. Ma implijont ur vagig, n’eo nemet evit dougen ar bezhin. Difennet-groñs eo dezho splujañ er mor, pe implij forzh peseurt mekanik da analañ en dour…

 

Mat da zebriñ

Ur wech dastumet legumajoù ar mor e teu mare fardañ anezho evit ma vefent gwerzhet. Evit en ober eo bet staliet an embregerezh en ur beskerezh kozh e Porsal. “Anat eo e rankomp kaout muioc’h a dachennoù… Ezhomm vefe kaout muioc’h a blas…” a embann Julien Racault. Trawalc’h da lakaat ar bezhin da sec’hiñ. Rak gwerzhañ a reont danvezioù sec’h nemetken, mod-se e c’heller mirout anezho e-pad daou vloaz digudenn. Bez’ e c’heller prenañ digant Algo’Manne un dek bennak a vezhin disheñvel. Ha kinnig a reont c’hoazh un tartar bezhin e podoù-gwer : “Graet eo bet ar rekipe hervez evezhiadennoù hor pratikoù… Met cheñch a ra ingal ivez, hervez mare ar bloaz !

Kaout muioc’h a blas a dalvezfe ivez da broduiñ muioc’h a Spiruline. Setu ur vezhinenn na gaver ket e Breizh, met a c’heller gounit memestra en diabarzh. Perzhioù ken mat ha dibar evit ar yec’hed ganti ! Dreist-holl abalamour m’eo leun a broteinoù… Kenderc’hel a ra tud Algo’Manne da labourat war dachenn ar c’henskoazell, tost-tre m’emaint ouzh ar gevredigezh Univers la Vie. Ganti e vez stourmet evit ma vefe anavezet ar Spiruline hag ar gounid anezhi en Afrika…

 

www.algomanne.com