Breizhiz yaouank e Geneva
15/12 /17

Breizhiz yaouank e Geneva

Eus an 28/11 d’ar 1/12 e oa aozet e Palez ar Vroadelezhioù e Geneva, an 10vet Forum diwar-benn goulennoù e-keñver ar minorelezhioù.

 

Kenstroll Breizh a stroll meur a gevredigezh taolennet diwar oberezhioù lusket gant yaouankizoù e Breizh. Nevez-krouet eo bet ar strollad-mañ, gant ar pal dezhañ mont dindan anv Breizh evit luskañ goulennoù a-zivout ar minorelezhioù. Aozet eo ar forum gant Komiserdi-Uhel Gwiroù mab-den en Aozadur ar Broioù Unanet.

“Yaouankiz minorel : etrezek kevredigezhioù enkaelaet ha lies”, sede tem ar forum ar bloaz-mañ. Er stern-se e oberata ar c’henstroll : ar forum ‘voe un degouezh da eskemm gant yaouankizoù eus minorelezhioù broadel, kenedel, relijiel ha yezhel. Meur a ahel a voe : an deskadurezh, kemer perzh er vuhez foran, ar mediaoù ha peoc’h ha stablided.

Dre ar Forom se e kemeras perzh Kenstroll Breizh er Programm diorren padus votet e 2015 gant broioù ar bed en ABU. Bodañ ar broioù hag ar pobloù evit gwellaat kondisionoù buhez an holl” eo ar pal. Rann 4 ar programm-se a gustum aliañ ar broioù ha pobloù ar bed da “greñvaat ar strivoù evit mirout ha gwareziñ ar glad sevenadurel hag endro ar bed.”

Tud disheñvel a oa dileuriet gant o c’hevredigezh evit kemer perzh er forum : Jean Brichet hag Azenor Kallag evit kenstroll « Brezhoneg er skol-veur », Morgane Lincy ha Florian Leduc evit kevredigezh « Faouell Breizh », Manon Le Gourrierec evit « JPL film, » Clément Guillanton hag Erell Lhopiteau evit kevredigezh « Nidiad Breizh, » Enora Molac evit « Radio Bro Gwened », ha Stuart Lesvier ha Victor Gallou evit UDB yaouank. Ar c’henstroll a labour gant Stephanie Stoll ha Carmen Le Bris (Diwan) war ar pezh a sell ouzh an deskadurezh.

 

Pennad kaoz ganto…

Ya ! : Penaos eo bet savet ar raktres kas ar strollad ?

Kenstroll Breizh : Un ezel deus ar c’henstroll en deus klevet komz deus ar Forum, gant dodenn ispisial ar bloaz-mañ, gwirioù ar re yaouank minorelaet, er bed a-bezh. Ni, Bretoned en em sant a-gevret gant ar sujed-mañ. E miz Gwengolo hon eus divizet krouiñ ur c’henstroll o vodañ tud yaouank mennet, gant liesbarregezhioù war sujed ar c’hleweled, ar yezhoù, an deskadurezh, laouen da grouiñ raktresoù nevez, holl asambles.

 

Petra ho peus desket diwar-benn an ABU ?

K. B. : Desket hon eus e oa ul lec’h gouestlet da vodañ an holl bobloù, ar gwir ganto ezteurel o mennozhioù, fraezh ha sklaer, en ur prantad berr, amzer div vunutenn. Eno e veze kavet ivez dileuridi ar stadoù, ar gwir gante troc’hañ an eztaoladennoù, o implij ar mennad-tamall. Dileuriet e oa Bro-C’hall gant ur stajiad, nebeud a c’halloud gantañ. Peadra d’en em c’houlenn hag-eñ e vo treuzkaset hon eztaoladenn d’ar stad c’hall da c’houde…

 

Ha war an diorren padus ?

K. B. :  Gouezet hon eus ez eo bet sinet gant ar stadoù ur c’hevrad evit ar bloavezh 2030, meur a bal ganti : en o zouez ar reoù liammet ouzh gwirioù ar minorelezhioù (pal 4, pal 10, pal 11, pal 16), diwar-benn ar c’hemer perzh, ar bevliesseurted hag al liesseurted sevenadurel. Deuet e oamp di dreist-holl da geñver ar gwirioù yezhel, sevenadurel ha tiriadel.

 

Petra en deus desket an eil hag egile war ar broioù all a gemere perzh ?

K. B. : Degouezhioù gwashoc’h a oa e broioù all, e-keñver ar gwask a c’hellomp-ni gouzañv amañ. E-pad ar c’hendiviz zo bet troc’het ar gaoz da vinorelezhioù ‘zo evel Ejipt, Siria, Etiopia, Rusia, Kuba, ha da reoù all ivez. Riskloù a vez gant lod pa eztaolont o c’hudennoù en un doare etrebroadel, dirak dileuridi o stad. Aterset hon eus meur a berzhiad. Embannet o deus ar pezh a lakaont e plas evit mont war-raok gant gwirioù o c’hevredigezh. Alioù hon eus resevet, ha gourc’hemmenoù a-berzh tud levezonus, setu peadra da reiñ youl deomp.

 

Petra a vo graet ganeoc’h goude, ez-pleustrek, e Breizh ?

K. B. : Brasaat ar c’henstroll, o tegemer an holl re a vo gant ar memes temz-spered  : luskañ sevenadur ha yezhoù Breizh, o chom digor war ar sevenadurioù ha yezhoù minorelaet all.

Darempredet hon eus gant dileuriadez Kuzul Europa, gant diskulier arbennikaet an ABU, ha gant stourmerien o lakaat e plas, hiziv an deiz, raktresoù evit kas war-raok o yezh, o sevenadur, hag o wirioù. Rannañ a raimp ar mennozhioù-se war ar rouedad : https://www.facebook.com/ForumDesMinoritesONU/

Un doare da ziskouez d’ar minorelezhioù all ha d’ar Vreizhiz e c’hell an holl implij o yezh-kalon evit soñjal, huñvreal, ezteurel ha krouiñ. Ur skiant-prenet a-bouez eo bet evidomp kemer perzh er c’hendiviz-se, ha gouzout e c’hellomp sevel hor mouezh o eskemm war al live etrebroadel, e lec’h ma vezomp selaouet gwelloc’h eget er skeul vroadel.