Asambles a-dal d’ar c’hrign-bev
18/12 /17

Asambles a-dal d’ar c’hrign-bev

Anavezet eo ar c’hleñved, ur ger o vodañ a bep seurt poanioù. Hag evit sikour an dud tapet evel-se en em strollont, alies-mat tro-dro d’un ospital, war an tiriad ma kas hemañ e gefridi da benn.

 

E ospital Laenneg Kemper ez eus eus ur rouedad “Onco Kerne”, dezhañ ar pal sikour an dud lakaet diaes gant ar c’hrank. Ur wech ar miz e tegemeront izili “Entraide Cancer en Finistère”, tud a-youl-vat, o tont da ginnig madigoù, kouignoù, banneoù te pe gafe, un doare da voulc’hañ ar gaoz. “N’omp ket tud a-vicher met tud bet tapet gant ar c’hleñved, ur mare bennak eus o buhez, pareet pe war an hent da vezañ.” eme Nicole Le Cornec, deuet an devezh-se gant Anne-Marie Gouzien. Abaoe 1994 eo-hi ezel eo eus ar gevredigezh. “Aet e oan skuizh da vezañ ma-unan gant ma chimio. Sikouret on bet gant ar gevredigezh. Din-me bremañ d’ober kement all” emezi  a-raok ouzhpennañ. “Sikour aesaat ar penn, an ene, a glaskomp ober.” 130 ezel a gont ar gevredigezh, izel ma chom ar skodenn, 16€.

 

 

Eskemm

Meur a ginnig a reont d’an dud o tont betek an ospital evit bezañ pareet. Eskemm, komz, selaou a zo e-kreiz o freder.

Met bez’ e c’hellont ivez broudañ ar glañvourien war-zu ar sport dous, an arz., etre 2 ha 4 eurvezh ar sizhun. Skoazelloù arc’hant a c’hellont reiñ ivez, d’ar glañvourien lakaet diaes met ivez d’an ospital.

E-kerzh ar bloavezh diwezhañ o deus profet dafar d’an ospital – tokarnioù da yenaat ar penn  – pa oa diaes da hemañ prenañ anezho. “ Etre 15 000 ha 18 000€ an tamm, memestra.” eme Nicole Le Cornec.

Arc’hant o deus, e gwirionez, e-liamm m’emaint a-dosta gant al “Ligue contrele Cancer”, gant ar fontoù – nevez zo e save Nicole Le Cornec un teuliad evit ar “Fondation Banque Populaire”  –  gant ar c’hevredigezhioù a aoz darvoud bloaz pe zarvoud bloaz, mell-droad e Klohar, rando e Roskanvel pe en Erge Vras…

A-wechoù c’hoazh e aozont o darvoudoù dezho o-unan, “Mars bleu” pe Octobre Rose” ha resev a reont ivez profoù goude marv den pe zen, un dachenn, un ti…

“Seul vui omp anavezet, seul aesoc’h deomp sikour.” eme c’hoazh Nicole Le Cornec a-raok menegiñ ez eont ivez betek Ploneour, Douarnenez, Konk-Kerne…