Ar Muezzin

D’ar Gwener 24 a viz Du e oamp e Betlehem. Goude bezañ bet e iliz Ginivelezh hor Salver, e vedomp azezet sioulik hon daou, P. ha me dirak ur banne kafe en ur c’horn eus ar blasenn vras, anvet “plasenn al laouer”, hag e klaskemp lakaat un tammig urzh e devezhioù ar pelerinaj a raimp en Douar Santel e miz Mae. Tud a zeue hag a yae amañ hag ahont war ar blasenn, o komz kreñv. E gwirionez ne daolemp ket evezh outo ha ne welemp ket anezho kalz, peogwir e vedomp dindan ur seurt teltenn, en ur c’horn eus ar blasenn. Klevet a raemp trouz an otoioù ha glabouserez an dud. A-greiz pep kreiz eo savet mouezh ar muezzin o kanañ kreñv en uhel-gomzer : ar voskeenn a zo e korn ar blasenn. En tu all d’ar gloued a zispartie an ostaleri diouz ar blasenn, e welemp bremañ renkennadoù gwazhed ha paotred yaouank, kantadoù anezho, sioul en o sav kichen-ha-kichen. Ur sioulder vras a oa bremañ war ar blasenn  : trouz ebed ken ! Bep an amzer e stoue an dud d’an douar war o zapis a bedenn, hep an disterañ ger. Ur wech pe ziv o deus respontet “Amin.” Ne gleved netra nemet kan ar muezzin, pennadoù hir a sioulder, hag a vare da vare e weled an holl dud stouet o fenn d’an douar. Ur c’hard eur e padas ar bedenn, ha ral eo bet din klevet ur seurt sioulder a bedenn en hon ilizoù. Un dra bennak eus an doujañs dirak braster Doue a veze santet aze.
Lavaret em eus d’am mignon : “N’on ket souezhet e vefe Charlez a Foucauld deuet en-dro d’ar feiz o welet ar vuzulmaned o pediñ.” Hag eñ da lâret din : “Degas a ra soñj din eus ar pezh am eus bevet en va bugaleaj. Da fin ar pred, pa lavare va mamm  : ‘Deomp bremañ da lavaret ar grasoù, ez aemp da zaoulinañ tro-dro d’an oaled, hag e sellemp ouzh an tan e-pad ar bedenn hag en em santemp unanet. Ne oa ket ar mare da c’hoari, ur mare sakr e oa. Ar familh, puchet war an douar, a bede Doue, an holl asambles. An tan e-kreiz a lavare deomp un dra bennak eus tommder karantez an Aotrou Doue, hag a unane ac’hanomp holl, ha pep hini a responte d’ar bedenn !” E gwirionez em eus bet ar chañs da vevañ ar memes tra, hag un dra evel-se ne c’hell ket bezañ ankounac’haet.