Ar gwin e Breizh
04/12 /17

Ar gwin e Breizh

Ur mare zo bet e oa muioc’h a wez rezin eget a wez avaloù e Breizh, hag un tamm mat a winaouegi estreget hini Bro-Naoned.

 

Kozh-tre eo istor ar gwin e Breizh pa voe anvet dija gant ar C’halianed o doa ijinet an tonelloù evit derc’hel anezhañ. Met gant ar Romaned eo ez eas an traoù war-raok, goloet ma voe ganto glannoù ar stêr-Rance ha re Montroulez. Degas a rae gounid, 3 gwech muioc’h eget an ed. Adalek an 3de kantved e voe krennet war ar produiñ hag hentet ar beizanted war-zu gounidoù all.

 

Er Grennamzer

Brudet e oa gwin Breizh. E Bro-Saoz hag e broioù an norzh e veze gwerzhet produ gwiniegoù Gwenrann pe c’hoazh Montroulez. Gwin gwenn a veze fardet e Breizh. Ne oa ket a-walc’h a heol evit fardañ gwin ruz.

E pep lec’h e oa eus ar gwin ha n’eo ket hepken tro-dro d’ar manatioù evit kaout gwin evit an oferennoù. Ezhomm a oa eus ar gwin evit yec’hed ar boblañs. Adalek ar Xvet kantved zo bet kaoz a zour saotret. Evit tremen e-biou e eve an dud evajoù bet e go, gwin ha bier, ha sistr ivez, un disterig.

Ne voe anvet hemañ nemet er XVvet kantved. Met d’ar poent-se e oa disheñvel-mat ar gwin eus an hini a anavezer hiziv an deiz. Ne oa ket kalz a alokol ennañ, 3-4°, 5° d’ar muiañ ha lod a eve se gant lakaat dour da heul. Pa lakae A. Dumas ar vousketerien Porthos hag Aramis da evañ forzhik banneoù e c’hellent c’hoazh c’hoari gant o c’hleze. Ne oa ket ar gwin-se evit padout hag evet e veze dindan bloaz pe zaou. Da vare an dispac’h e voe kontet 400 devezh-arat gouestlet da se e Il-ha-Gwilun, ha kement all evit Penn-ar-Bed, Aodoù-an-Arvor. En anvioù-lec’h e kaved roud outañ, e anv ar parkeier pe an hentoù.

 

Dilañs

Adalek an XIXvet kantved e voe torret al lañs. Abalamour d’an tren e teuas ar marc’hadourezhioù buanoc’h eus a lec’h all. Er Su e veze muioc’h a heol,ha produet e veze muioc’h. E Breizh e c’houzañved gant ar rev hag ar glaveier ha dizingal e oa ar gounid. Betek kaout bloavezhioù hep dastum. E 1850 e veze c’hoazh 1/3 eus gorread kumun Redon dindan gwiniegi met tremenet e oa ar mare aour war-bouez e Bro-Naoned hag e Bro-Wened. Ha gwashoc’h e voe c’hoazh abalamour d’ar “phylloxéra”, un amprevan noazus o tont eus aod reter ar Stadoù-Unanet, a zistrujas 99 % eus gwiniegoù Bro-C’hall. Evit ar wech kentañ e voe anv outañ er Gard e 1869. War-zu an norzh ez eas, 30 km ar bloaz.

War-bouez e Bro-Naoned ne seblante ket ar Vretoned gwall vennet da adplantañ gwez adal plant amerikan, evit kaout un gwin dister ha gounid bihan ha direoliek.

Ouzhpenn-se e fellas da gannaded ar Su en Trede Republik derc’hel penn da stourmoù o zud ha votiñ a rejont lezennoù o tifenn da 3 departamant Breizh – met ivez d’an Normandi, d’ar Pikardi, da rannvro Pariz – kaout gwiniegoù ha produiñ gwin. Bez’ e oa c’hoazh eus al lezenn-mañ betek n’eus ket pell.

Evel-se eo aet da get un hengoun diorroet e-pad ouzhpenn 2 000 vloaz. N’eo ken nemet nevez zo zo bet kaoz a enoriñ ar gwin hag ar winieg e Breizh, en-dro.

 

Adlañs

E 2005, e Duod, e voe bodet mignoned  ha soñjet krouiñ ur gevredigezh o vodañ ar re a rae o gwin, pep hini eus e du. Bloaz goude, e Duod c’hoazh, e voe bodet 80 den ha krouet da vat an ARVB he deus kendalc’het gant he hent. Hiziv e konter  100 ezel, eus a bep lec’h e Breizh, hiniennoù pe c’hoazh kevredigezhioù evel e Kemper pe St Suliac (56) dezho ur c’hant ezel bennak ivez. (Association pour la reconnaissance des vins de Bretagne).

Da vare an emvod-meur e vez eskemmet war an teknikoù, ar c’hudennoù hag an diskoulmoù, ha tañvaet ar produadurioù. Seul aesoc’h eo bremañ pa n’eus ket mui da stourm ouzh al lezenn, ouzh ar jandarmed evel ma oa c’hoarvezet c’hoazh un dek vloaz bennak zo gant un ezel eus Loudeag a felle dezhañ difenn e wez dirak ar valtouterien mennet d’o distrujañ.

Abaoe ar 1/1/2016  ez eus reolennoù nevez gant Europa ha gellout a reer kaout gwiniegi, pe e vefe war inizi Arz, Groe, war ledenez Rhuis pe Kraoñ…

 

BL

 

*Association pour la reconnaissance des vins de Bretagne