Ar c’hloc’h-galv

War washaat ez a stad boul ar bed, a lavar deomp pemzek mil skiantour eus kant pevar ha pevar ugent bro. Ma sonont evel-se ar c’hloc’h-galv eo abalamour ma welont mat eo direnket da vat an hin, ha ma seblantomp ober pep tra evit gwashaat stad an traoù. N’eo ket un derez hanter tommoc’h e vo boul an douar e fin ar c’hantved, met ouzhpenn tri, hag e ouzomp dija ar pezh a roio ar c’hresk-se : korventennoù, dour-beuz, sec’hor spontus e lec’hioù all, broioù beuzet gant ar mor oc’h uhelaat ha pobloù divroet… En o galvadenn, evit stardañ distruj an endro, e c’houlenn ar skiantourien e vefe pouezet war ar poentoù-mañ : adwelet hon ekonomiezh evit digreskiñ an dizingalded a binvidigezh  ; en em dreiñ da vat war-zu an energiezh c’hlas ; krouiñ santualioù a zouaroù hag a vorioù ; stourm evit na vefe ket foranet boued ; en em vagañ muioc’h-mui gant plant ; chom a-sav da zistrujañ pradoù ha koadoù… Hag ivez lakaat harz da gresk poblañs ar bed.

Pierre Rabhi, anavezet evit e furnez hag e zoujañs evit an douar a ziskleir kement-mañ : “N’em eus ket gortozet embannadenn ar skiantourien evit seniñ ar c’hloc’h-galv… Nebeutoc’h eget ar bempvedenn eus poblañs ar bed a implij ar peder-fempvedenn eus pinvidigezhioù ar bed, a lonk anezho hag a daol kuit, pa varv ur bugel gant an naon bep seizh segondenn. Un douellerezh eo arguzenn ar boblañs. Abaoe pell ’zo e stourman a-enep ar mennozh-se. Bez’ ez eus peadra da vagañ an holl dud. Un afer a justis eo, un afer ingalañ ar pinvidigezhioù…”
Bez’ emaomp en ur gevredigezh m’eo mestr an arc’hant enni, hag e anv an arc’hant hag ar gounid e saotrer an douar hep derc’hel kont eus an dud. Istor ar Round-Up en diskouez a-walc’h. Sonet eo bet ar c’hloc’h-galv ur wech c’hoazh : ha klevet e vo e gwirionez gant pep hini ac’hanomp ? Poent eo cheñch !