Aerborzh : Digor an nor evit dilezel Kernitron al Lann
22/12 /17

Aerborzh : Digor an nor evit dilezel Kernitron al Lann

Goude bezañ bet resevet an danevell war “raktres aerborzh ar C’hornog Bras” en deus anzavet Edouard Philippe n’emañ ket an dibab etre « Kernitron al Lann ha netra » ken. E miz Genver e vo dibabet gant Emmanuel Macron dilezel ar raktres aerborzh nevez pe kempenn hini Naoned.

 

E pad 6 miz o deus labouret an 3 hanterour  evit ober ur poent hollek war an aerborzh a oa raktreset bezañ echuet e 2017 e Gwalarn Naoned. Da gentañ o deus notennet e oa bet « un diouer a zemokratelezh » hag e oa « un enebiezh adalek orin ar raktres, met dre ma ne oa ket bet kemeret e kont en un doare sirius eo aet war galetaat hag e oa bet staliet ur Zad ». Ouzhpenn 100 den a zo bet kejet ganto ha studiadennoù nevez a zo bet kaset da benn. Kadarnaet eo bet ar studiadennoù graet en un doare emren gant an eneberien ha dislavaret ar studiadennoù graet gant servij nijerezh foran ar stad (DGAC). Kemmet eo bet ar ouiziegezh ofisiel war dazont posupl aerborzh Naoned Atlantel gant al labour-se. Dielfennet eo bet gant ar c’hefridi e oa da zibab etre 2 raktres. Un aerborzh e Kernitron al Lann gant div leurenn eus un tu, ha brasaat hini Naoned Atlantel evit degemer 9 milion a veajourien ha 80 000 fiñvadeg kirri-nij ar bloaz eus an tu all.

 

 

Koust ha trouz

Dre 2 eo bet digresket koust kempenn Naoned Atlantel e-keñver ar sifroù ofisiel a oa betek-henn. E-pad 9 sizhunvezh e rankfe al leurenn bezañ serret e lec’h 6 miz ‘giz  oa bet rakwelet gant an DGAC. Marc’hadmatoc’h e vefe al labourioù du-se neuze eget e Kernitron al Lann. Etre 345 ha 475 milion a euroioù. Hervez Ouest France e vefe prest an aotreoù da sevel dija evit brasaat aerborzh Su al Liger.

A-drugarez d’an araokadennoù war ar c’hirri-nij ne vo ket brasoc’h an takad trouz ma kresk an tremen kirri-nij e Kervegon (Bougenais). Kouezhañ a ra neuze arguzenn ar re a zisplege e oa ret dilojañ an aerborzh. Evel-just e kendalc’ho an trouz tro-dro d’an aerborzh met ne ‘z aio ket war washaat.

 

 

Lenn Veur

Ur studiadenn nevez a zo bet graet evit dielfennañ efedoù un niver brasoc’h a girri-nij war al laboused o chom tro-dro takad naturel gwarezet al Lenn Veur. Diskouezet ez eus bet ne vez ket direnket al laboused gant trouz reoliek ar c’hirri-nij, n’eus ket a riskloù stokadennoù etre ar c’hirri-nij hag al laboused dre ma nij uhel a-walc’h ar c’hirri-nij a-us d’al lenn. Ne vez ket saotret al lenn gant ar c’herozen kennebeut. Miret  e vez an takadoù gleb tro al lenn ouzh ar c’hêriekadur gant an takad trouz tro-dro d’an aerborzh.

 

 

Zad

Evit an hanterourien eo sklaer eo ret « lakaat ar stad a wir da zont en-dro » war an takad. Resisaat a reont e vefe luziet skarzhañ ar Zad ha dreist holl asuriñ ar surentez e-pad prantad ar chanter en he fezh ma vez savet an aerborzh du-se. Eus un tu all e kinnigont e vefe miret an douaroù-se  ma vefe dilezet ar raktres aerborzh nevez ‘ken kaz e vefe ezhomm anezho a-benn bloavezhioù evit ur raktres all. Da c’hortoz e kinnigont lakaat ar Zad da vezañ « un dachenn evit taolioù arnod labour-douar hag endro nevesaet ». Da lavaret eo « termeniñ un raktres tiriad asambles gant an oberourien ».

 

 

Un dibab politikel

Daoust ma vez diskouezet en un doare objektivel e-keñver meur a dezverk eo dedennusoc’h dilezel raktres Kernitron al Lann ha brasaat Naoned Atlantel e vo politikel an dibab. Evit harperien ar raktres treuzkas emañ aotrouniezh ar stad e kaoz. Kilañ war ar raktres a dalvezfe kement ha reiñ gwir abeg da tud « dreist-feuls » ar Zad. Bez’ en deus Macron da goll, forzh peseurt diviz a gemero. Dislavar Hulot pe Le Drian da skouer. Ar 55 % eus an dud o doa votet a-du e Liger Atlantel, an dilennidi lec’hel PS, LREM hag LR, hag ar batroned a-du pe an ekolojisted. hag ar re a fell dezho kemm doare mont en-dro an ekonomiezh.

D’an 9/2/2008 e oa bet sinet gant François Fillon an aotre da sevel aerborzh ar « C’hornôg Bras ». Abaoe e c’houlenn an eneberien nullañ an disklêriadur-se, arouez ur raktres a zo war ar stern atav. E pad 10 vloaz eo talvoudus an disklêriadur-se. Ma ne vez ket hiraet a-raok an 9/2/2018 e talvezo e vo dilezet ar raktres en un doare ofisiel. Emgav zo bet lakaet war ar Zad d’an 10/2 gant kenurzhiadur an eneberien evit lidañ an trec’h, pe dizouarañ ar bizhier bet plantet e 2016 evit kenderc’hel gant ar stourm.

 

 

DK