Ur greizenn afer an holl

Eus Bro-Alamagn eo deuet. Kelenner eo bet, poent zo bet. E galon en deus lakaet da sevel ur greizenn war an eokologiezh, skoazellet m’eo bet gant ur bern mignoned, etre 200 ha 300.

 

E 2010 e oa oc’h ober war-dro un tan gant e vignon Yann-Loeiz Boulard, aet da anaoan abaoe, e 2016. Er memes bloavezh ez ejont d’ober un dro e Bro-Gembre, er Center Alternative of Techonolojy, brasañ kreizenn ekologel Europa ha dont a ra c’hoant dezho ober damheñvel. Kavout a rejont ur plas e Ploveur-Bodou, a-dal d’ar radom, e-lec’h ma oa bet un atant, bet dilezet e-pad 30 vloaz. Feurmet e vo dezho an dachenn 6 devezh-arat – kalz anezho kontet evel tachennoù gleb – gant an ti-kêr gant ma vo doujet ouzh redioù zo. En un takad naturel troet war douristelezh emaer hag e ranker chom e-pad ar 25 bloaz e talvez ar feurm.

 

Daou raktres en unan.

Ur gevredigezh a vo savet, Ecocentre du Tregor-Spered All, met daou raktres a zo, e gwirionez. « Spered All », dezhi 50 ezel, a ra war-dro ar savadurioù kozh. An ekogreizenn  a ra war-dro an tachennoù lec’hiet uheloc’h. Degemeret e vez 2000-3000 skoliad ar bloaz ha kement all a dud en diavaez d’an amzer skol. Ar re-mañ a c’hell mont ha dont en ul liorzh 3000m², deskiñ traoù war al liorzhañ, ar “permaculture”, an doare da broduiñ o legumajoù. Bez’ e c’hellont c’hoazh ober taolioù arnod en ur vont gant un hent a ginnig un 30 stal diwar-benn an energiezh.  “Interaktivelezh eo ar reolenn. Deskiñ a reer gant ar c’horf, dre sevel, treiñ, bountañ… kentoc’h eget dre lenn levrioù.” eme Carsten Greve, diazezour an intrudu. Deskiñ war an natur a zo trede ahel ar gevredigezh dre an arz, tost ouzh al Land’Art. Ouzhpenn da se e kemeront perzh e 10-15 darvoud ekologel ar bloaz evel sizhun ar skiantoù pe traoù a seurt-se.

 

En arvar

Evit kregiñ gant ar raktres int bet sikouret kalz gant ar rannvro, an departamant, ar c’hêrioù met dreist-holl gant Europa, a zegas ouzhpenn an hanter eus ar yalc’hadoù. An hanter eus an arc’hantaouiñ a zeu a-berzh ar gevredigezh hec’h-unan hag an NEF. Gant an amzer int deuet a-benn da gaout 6 den d’ober war-dro ar strolladoù, 2 blac’h e framm ur servij sivik, 2 bost gant kevratoù skoazellet, ha daou all. “N’eus rener ebet. Un dibab eo. Ret eo deomp en em glevet war kement tra.”  resisa Carsten Greve.

Ne vir ket ouzh ar greizenn da welet koumoul du o tont war hec’h oabl. Pa ne vo ket mui a gevratoù skoazellet e vint lakaet diaes, ha muioc’h a labour a vo evit an dud a-youl-vat

ecocentre.tregor@gmail.com.

www.ecocentre-tregor.fr