Ur benveg ouzhpenn
06/11 /17

Ur benveg ouzhpenn

Buhezourien a ya reoliek er skolioù da reiñ un tañva eus ar yezh. Mankout a rae dezho binvioù evit kadarnat ar pezh a vez desket. Setu bremañ ar c’hamishibaï, “pezh-c’hoari e paper” e japaneg.

 

War an dachenn e kaver e Penn-ar-Bed 4 c’hevredigezh, KLT, Sked, Mervent hag An Oaled, un 30 bennak a dud o kelenn bep sizhun er skolioù, war-dro 8000 bugel a vez, bep bloaz, o kemer perzh er c’hentelioù brezhoneg-mañ. Evit klozañ gant pep kentel e vanke un doare da gontañ istorioù liammet gant danvez ar gentel. Lakaet e vez ar c’hastell war un daol dirak ar vugale ha digoret e vez  an dorioù a-raok al lennadeg. Bez’ emañ al lenner en a-dreñv, gantañ war tu gin ar c’hamishibaï, an destenn chomet kuzhet d’ar vugale. Tennet e vez ar skeudennoù pajenn-ha-pajenn.

 

 

Skoazelloù

A-drugarez d’ar Redadeg o deus bet 12 270 €. An Oaled, e penn ar raktres, en deus lakaet 5300 € en abadenn. Ar peurrest a zo bet degaset gant Kuzul an Departamant (3 000 €) ha Rannvro Breizh (1 500 €). Gant tout an arc’hant–se, gant sikour kreizenn ar Gapusined Brest, o deus dibabet 26 levr, 8-9 levr dre gelc’hiad. Goude e chome prenañ ar gwirioù – un 1/3 deus an embannerien o deus roet anezho – treiñ an testennoù, lalaat ar skeudennoù da vent A3, plastifiañ anezho… Da bep kreizenn zo bet roet 2 skouerenn eus pep levr.

Ne chom «nemet» mont e-barzh ar skolioù da gontañ istor « Lola », « Babiged Kaouenn », pe c’hoazh « Ar Graoñenn ». « Un tamm micher a ranker kaout, memestra, evit kontañ, evit tennañ pajenn pe bajenn » eme Paskal Carioù, mestr-oberer evit an intrudu-mañ. 3 live a vo da gement levr, evit ma c’hellfe servij evit an tañva brezhoneg er skolioù met ivez evit degemer ar c’hlasoù divyezhek a ‘z aio betek An Oaled.