Ticheurtoù stourm

Emañ ar paotr troet war an arzoù, hag-hi war ar skridoù. Bodet int bet gant ar stourm a dalvez da dreuzkemm ar gevredigezh ma vevomp enni. Ha setu diwanet diwar o c’hejadenn, ticheurtoù, livioù ar stourm-se ganto !

 

El Liger-Atlantel eo staliet Guillaume Bignon hag Estelle Caudal. Gwechall e oa-hi gant ar vicher kazetennerez. Troet ma oa war pennadoù skrid e-liamm gant an Endro. Eñ en deus bet tro da studiañ er Skol Pivaut. Unan arbennikaet war ar skeudennaouiñ eo. Deuet eo da vezañ grafour da c’houde. War e anv dezhañ en deus savet e stal da ginnig e varregezhioù da sevel logoioù, skritelloù, pakadurioù, ha c’hoazh godelligoù-pladennoù… Met pa seller ouzh labour Guillaume Bignon e verzer diouzhtu ez eus blaz ur stourm gant e labour. Dre an arz e tifenn ar paotr talvoudoù denel, doujañs ouzh an endro.

E 2015, goude ma vefe bet eus gwall-daol ar Bataclan zo deuet d’ar c’houblad c’hoant ober ticheurtoù evit lakaat war wel o mennozhioù, setu krouet an ticheurtoù Octopus. “Pa oan kazetennerez, em ‘oa ar santimant a-wechoù da skrivañ evit netra. Emc’houestlañ a raen er skridoù, kalzik, hep ma vefe lennet gant kalz a dud war-lerc’h… Mod-se eo deuet ar mennozh deomp krouiñ ticheurtoù, bodañ hon barregezhioù evit embann, ha lakaat war wel soñjoù” a zispleg Estelle Caudal.

 

 

Artizanel…

Pa ra Estelle war-dro dibab ar gerioù-stur a gaver war ticheurtoù ‘zo – e galleg – ez eo gant Guillaume e vez savet an tresadennoù, ha moullet anezho war an ticheurtoù. Evit en ober e plij dezhañ ober gant ar prennengraverezh, pe xylogravure, rak atav eo bet sot gant ar c’hizellañ koad. “Met ober a reomp ivez gant teknik ar moull-livañ, oc’h implijout radiografiennoù kozh…” a resisa Guillaume. Kinnig a reont ticheurtoù a glot gant an talvoudoù a zifennont evel-just. Da lâret eo reoù graet gant kotoñs bio, reizh e genwerzh. Un 8 patrom bennak o deus ijinet betek-henn. Tro ar marc’hadoù bio a reont ingal da vrudañ ha gwerzhañ o labour. Nevez ‘zo e kinnigont livañ an ticheurtoù dindan selloù ar pratikoù. “Ha plijout a ra d’an dud ! O welet al labour a reomp e asant un den, aesoc’h marteze, paeañ un tammig keroc’h un ticheurt hag en deus talvoudoù, ha n’eo ket skrivet warnañ “NY 1964”, pa ne oar den ebet peurliesañ petra a dalvez !” a embann Estelle. Abaoe nebeut ivez e kinnigont d’ar c’hevredigezhioù ober o zicheurtoù… “Reoù nevez-flamm int, pe e livomp reoù diamzeriet a vefe chomet ganto goude abadennoù kozh” eme Guillaume.

Emc’houestlet int e kalzig a gevredigezhioù, hag e miz Kerzu ez aio ar c’houblad war-zu Gwiana. Du-se e kemerint perzh en un obererezh da studiañ perak ha penaos eo spontus ar feur a blom a gaver e gwad Indianed Gwiana…

Anat eo dezho stourm evit Mab-den, evit an endro… Ha ne reont ket van !

Lec’hienn Guillaume Bignon

Stal Ticheurtoù Octopus