Prenañ kentoc’h eget feurmiñ
19/11 /17

Prenañ kentoc’h eget feurmiñ

Abaoe 1995 zo eus Roudour. E-pad pell int bet lec’hiet en Uhelgoad ha bremañ e Karaez. Bezañ perc’henn eus o stal e Kemper ne viro ket outo da zerc’hel ar sez e Karaez.

 

 

Dindan 23 bloaz zo bet stummet ganto 4500 stajiad. Digoret zo bet kreizennoù nevez, e Lannuon, e Kemper, e Montroulez, pep hini o vont en-dro gant he stummerien. E miz Genver e vo c’hoazh unan all, en Henbont.

 

 

Enk ar plas

E karter Penharz e feurment salioù, evit 800€ ar miz. Kavet o deus gwelloc’h prenañ. Evit 1000€ ar miz e c’hellont en em staliañ war 200m², teir gwech muioc’h a blas. En o aez e vint en teir sal gelenn, dezho anvioù ar stêrioù a gaver e Kemper, ar Steir, ar Froud hag an Oded. “Hag etrezo ur Roudour evit tremen dreist d’an eil ha d’eben, evit liammañ an dud a bep tu d’an dour”” eme Sedric Laur, en ur farsal un tamm a-raok cheñch ton “Eno ne oa ket ar savadur diouzh an normoù. Ne c’hellemp ket degemer tud nammet, da skouer.”

Miz hanter zo o deus aloubet ar plas ha kempennet ar burevioù. Livet ar mogerioù e gwenn, kinklet anezho gant gerioù bihan, “micher”, “peoc’h”, “bevañ”, “cheñch penn d’ar vazh” pe c’hoazh “serpital”, o soñjal e troioù-kaer Tintin.

Gant un ostilh a seurt-se e c’hello ar skipailh a zo war ar plas – Andrev Sezneg, Jérome Le Bloaz evit ar c’helenn hag Alexandra Bernard, karget eus an degemer, an teuliadoù, ar c’hlask labour – mont war-raok.

 

 

Lañs nevez

Kaout muioc’h a blas a sikouro da zegemer mat an dud stummet e anv ar CNFPT, ar stummadurioù hir a vo aozet enno. Bez’ e c’hellint kontañ war sikour ti-kêr Kemper met ivez war ar Rannvro. “Ne reomp ket a-walc’h, sur, met d’an nebeutañ ne ziskenno ket budjed ar brezhoneg eus 0,75 %, evel ma c’hoarvezo evit ar rannoù all. Evit poent e vez sikouret betek 360 stajiad ar bloaz ha spi hon eus da dizhout 500 ar bloaz evit 2020.” eme Lena Louarn.

Da c’hortoz emañ bremañ Sedrig Laur ha skipailh Roudour Kemper oc’h ober bruderezh. D’ar 15/11, dorioù digor er stal evit reiñ un tañva eus ar yezh. E miz Genver e krogo ur stummadur 6 miz.  Hag e miz Gwengolo reoù all c’hoazh