Merourien

E Trelevenez, gwechall, e oa ur garnel er vered, ’vel e kalz parrezioù. Savet e oa bet e 1611 e tu ar c’huzh-heol, e doare an Azginivelezh. An nor a roe war ar vered, hag e oa pevar frenestr, daou a bep tu d’an nor. O vezañ ma ne servije ket ken moarvat, e oa bet gwerzhet war-dro 1905, ha deuet da vezañ, hervez ar pezh am eus klevet, un ostaleri : stanket oa bet ar prenester hag an nor e tu ar vered, ha digoret dor ha prenester eus tu an hent, hag ivez uhelaet ar mogerioù a-benn ober eus ar savadur-se un ti gant un estaj. Betek-henn e oa aes gwelet c’hoazh er vered ar c’hemm etre talbenn ar garnel hag ar savadur bet graet er c’hantved diwezhañ, rak ne oa ket bet livet al lodenn-se, hag a oa e maen-greun, ar peurrest eus an ti o vezañ livet e melenwenn. An ti n’en deus ket cheñchet liv, met, allas, ar pezh a chome eus talbenn ar garnel a zo bremañ bet livet e griz-teñval, o tennañ d’an du, ’vel liv ar vein-sklent. Ar pezh a glote mat gant ar vered betek-henn, a zo bremañ divalav ha displijus da welet. Ma oa ezhomm da wareziñ al lodenn-se diouzh ar glebor, perak nompas bezañ implijet ul liv treuzwelus ?
Mantrus a-walc’h e kavan traoù evel-se, hag en em c’houlennan alies : betek pelec’h am eus ar gwir da ober ar pezh a garan gant ar pezh on perc’henn warnañ ? Soñjal a ran er barrez-se a Vro-Leon, ’lec’h ’m eus gwelet un deiz ur peulvan astennet war ur c’hleuz. Lavaret eo bet din e oa bet tennet eus ar park evit aesaat al labourioù. Hiriv an deiz, n’eus mui na kleuz, na peulvan. Petra eo deuet ar peulvan da vezañ ? N’em eus gwelet tres ebet anezhañ er c’horn-bro ! En ur barrez all, hag a-wel d’an holl war bord an hent, e oa ur groaz eus ar Grennamzer-gozh. Ur garzh a oa a-dreñv kein dezhi. Hiriv emañ ar garzh dirazi, hag a-vec’h ma c’heller gwelet anezhi eus an hent. Anaout a ran, siwazh, meur a groaz kozh hag a zo bet perc’hennet evel-se da vare an adlodennañ pe abaoe. En anv petra ?
Galvet omp muioc’h-mui da soursial ouzh an endro, hag ar pezh hon eus resevet a-berzh hon tadoù hon eus da dreuzkas d’ar rummadoù da zont, rak bez’ ez eo ul lodenn eus teñzor an holl : e gwirionez, n’eo ket deomp, n’omp nemet merourien.