Mennetoc’h eget biskoazh
03/11 /17

Mennetoc’h eget biskoazh

Niverus eo bet an dud er 28vet saloñs al levrioù, evel boaz.

 

“Staliañ a reomp an daol, ar framm, ha d’an embannerien d’ober ar rest !” a lâre Charlie Grall, e anv an aozerien, da vare klozañ ar saloñs, unan levezonet mat gant ar yezh – brezhoneg zo bet klevet alies ouzh ar mikro – ha gant ar stourmoù, al liammoù gant Korsika – dindan paeroniezh Jean-Guy Talamoni, prezidant Bodadenn Rannvroel Korsika e oa lakaet ar gouel – pe c’hoazh gant Katalonia – ul lid o tiskouez souten ar Vretoned a voe aozet d’ar sul.

 

 

Plas, mar plij

Niverus e oa deuet an dud – “ha brezhonegerien evit an 1/3 anezho” hervez Lena Louarn – d’ar sul met d’ar sadorn ivez.

Tomm an diabarzh. Labour hag eskemm tro-dro d’ar 84 stand dalc’het gant an embannerien. “Ur gudenn a zeu war wel, hini ar plas. Ranket em eus nac’h da zaou embanner ha n’ouzon ket penaos ober ‘benn bloaz.” a zisplege Yann Peillet, kenurzhier an darvoud, a-raok ouzhpennañ “Pa welan penn an dud, penn an embannerien, e komprenan eo bet ur saloñs brav.”

Goude un tamm diskuizh e vo dav soñjal e hini 2018.

Met embann a ra dija Charlie Grall e soñj e anv an aozerien evit ‘benn bloaz “Ne vo ket liammet ouzh Katalonia. N’omp ket a vent ganti.”

Gortoz pell, gortoz gwell.