La Passem : Ar redadeg evit an okitaneg

A-benn ar fin e c’hello Okitaniz redek evit o yezh evel kement a bobloù all ! E miz Mae e vo aozet evit ar wech kentañ “La Passem”, ur redadeg evit an okitaneg àr-hed 400 km. Loc’hañ a ray ar redourion eus Pireneoù-Atlantel hag arru a raint… e Pireneoù-Atlantel. Departamant an okitaneg gaskon/biarneg ma’z eus unan !

 

Berzh a ra hor Redadeg e Breizh hag ar C’horrika e Bro-Euskadi. Betek-henn, avat, n’o doa ket redet Okitaniz evit o yezh àr patrom ar Vretoned, Katalaniz, Galisianed, Iwerzhoniz ha Kembreiz.

Àr-bouez er Val d’Aran ma vez aozet bep bloaz ur seurt redadeg “Corsa Aran per sa lengua” ma loc’h ar rederion eus pep korn ar flondrennig evit degouezhout asambles àr plasenn iliz Vielha, kêrbenn an tiriad okitan er republik katalan.

 

 

400 km…

Setu cheñchet an traoù ! An holl Okitaniz a c’hello kemer perzh en ur redadeg hag a dreuzo kantadoù a gêrioù hag a gêriadennoù hiviziken. “La Passem” (“he zreuzkas a reomp”) eo anv an darvoud-mañ hag a dreuzo departamant ar Pireneoù-Atlantel àr-hed 400 km eus ar 25 d’ar 27 a viz Mae 2018. Ur gevredigezh a zo bet savet a-ratozh-kaer evit aozañ an abaden : Ligams (liammoù) hec’h anv.

Adkemeret o deus tud Ligams an holl sekredoù a ra berzh ar Redadeg hag ar C’horrika : ar gemennadenn guzh e-barzh ar vazh hag a vo lennet an deiz diwezhañ, tud o redek noz ha deiz, ticheurtoù liv flim-flam, gwerzhañ ar c’hilometroù, aozañ abadennoù hed-ha-hed an hentad, degemer an nep a garo en dibunadeg ha kement zo.

Loc’hañ a ray ar rederion eus Bidaishe* hag erruout a raint e Pau, kêrbenn Bro-vBearn. Bep eil bloaz e vo aozet La Passem ha cheñch a ray bewech ar c’hêrioù loc’hañ ha degouezh.

 

 

Tud mennet  er 64 !

N’eo ket ur souezh mard eo e Pireneoù-Atlantel e vezo aozet La Passem evit ar wech kentañ. Ken e Bigora, ken e Bearn (div vroig okitan eus Pireneoù-Atlantel) eo bev c’hoazh ar yezh.

Hag eo en div vroig-se eo e vez kavet ar muiañ a skolioù okitanek dre soubidigezh (“Las calendretas”). Dre-se, n’o do ket poan an aozourion da gavout tud a-walc’h da gemer perzh enni.

E penn kentañ e vennent loc’hañ eus Anglet peotramant Baiona e Bro-Euskadi** met n’o doa ket tud a-walc’h àr an dachenn evit buheziñ an traoù.

 

 

Manifestadegoù

Da c’hortoz e vez begon gant an emsavourion okitan er mare-mañ evit difenn o yezh.

D’an 8 a viz Du e oant un tropellad àr plasenn ar C’hapitol e Tolosa (Toulouse) o tiskouez e fell dezho kaout abadennoù en okitaneg bemdez er skinwel (“Volèm l’occitan cada jorn a la television”).

Savet ez eus bet ur c’henstroll àr an tem-se gant un dek bennak a strolladoù, lod politikel ha lod sevenadurel. Evit poent n’eus ket ‘met un abadenn “keleier ar vro” a 12 munutenn-pad bep sizhun àr Frañs 3. D’an 20 a viz Du e vo aozet tolpadoù all e Carcassona, Tolosa ha Pau evit sevel o mouezh a-enep diwezh ar c’hevratoù skoazellet embannet ha lakaet e pleustr gant ar gouarnamant Macron/Philippe.

En Okitania ez eus bet heuliet pizh ar stourm renet gant Diwan evit mirout skoazellerezhioù er skolioù. Diwezh ar c’hevratoù skoazellet a laka diaes ar c’hevredigezhioù sevenadurel ha yezhel okitan ha dreist-holl ar C’halandretas ma’z eus ur bochad tud dindan seurt kevratoù o labouret enne.

 

Fabien Lécuyer

 

 

* Bidaishe zo e Naffaroa-Izel da lavaret eo e Bro-Euskadi (àr marzoù ar vro). E Bidaishe ne vez ket komzet euskareg met okitaneg gaskon. Ur gêr “charnègue” eo Bidaishe, seurt gêr hiron etre ar bed euskarat hag ar bed okitanat.

** Chikan a vez etre Okitaniz hag Euskariz evit gouzout hag e Bro-Euskadi pe en Okitania emañ ar “Baish-Adour”, da lavaret eo, dre vras, arvor Bro-Euskadi ma veze komzet kentoc’h okitaneg evit euskareg gwechall. Pezh zo, un tamm “dizingal” eo an nerzhioù en daou du. Un tu a zo kalz kreñvoc’h evit egile e gwirionez !