Kas an istor betek an dazont
13/11 /17

Kas an istor betek an dazont

Louis Apperry ha Patrick Renaud a zo e penn ar raktres

Goude bezañ bet dalc’het da istor ar vro e fell d’ar Poellgor Gouel Ballon mont pelloc’h ha lakaat e plas ul lec’h dispar evit ma c’hellfe ar rummadoù da zont derc’hel soñj.

 

E 832 e kroue Konwoion ar gêr a Redon. 13 vloaz goude e trec’he Nevenoe e Ballon war ar armeoù frank ha boulc’het e voe d’un hêrezh a roueed Breizh, betek Anna Vreizh. A-hed ar c’hantvedoù zo bet dalc’het soñj eus lec’h an emgann, anvet “La Bataille” da 2km eus bourk Bains, 4c’hilometr eus Redon, 60 eus Roazhon ha Gwened hag un tamm muioc’h eus Naoned. “Amañ emañ kavell Breizh.” eme Patrick Renaud, eus Breuriezh an Oust, unan eus izili oberiant ar Poellgor. E-pad pell n’eus bet eno nemet div groaz dister evit merkañ lec’h an emgann.

 

 

Emgavioù bloaz

Ingal e veze graet, bep bloaz, ur brezegenn hag un tamm lid tro-dro dezho, betek ma rankjont paouez, direnket ma oant gant an tu-dehou breizhek pellañ. Abaoe nebeut o deus roet buhez en-dro d’ur raktres kozh, bet roet un neuz modern dezhañ gant Jean-Pierre Baudu, lakaat e plas ur savadur bras-mat  – delwenn Nevenoe hec’h-unan a vo dezhi 3 metr treuzkiz –e-lec’h ma vo taolennet ar pennmeuriad met ivez e sujidi hag o enebourien. War-dro 75 000 € e tlefe koustañ seurt ober “Kalz re evit hor budjez, anat.” eme Patrick Renaud. Evit ar mare n’o deus gallet nemet digoll an arzour gant 1000€. Ranket o deus treiñ war-zu ti-kêr Bains, hini Redon.

 

 

Raktres skoazellet

Termenet sklaer o deus o raktres a vo staliet war un dachenn perc’hennet gant Breuriezh ar bourk, 50 metr hirder, 10-12 ledander, ur c’helc’h toullet evit aroueziañ an emgann, goafoù e koad kistin evit e varc’hegerien, tammoù mein-glas bras a 3 metr uhelder, kosteziet, evit skeudennaouiñ an enebourien. “Plijet eo an holl re a vez kinniget ar raktres dezho.” Hag ar c’hant o tont gant ar rannvro, 5000€, gant ar vreudeur Guillemot, renerien Ubisoft, an amezeien, 15 000€, gant tud war o anv. A-drugarez da sikour digoust tud evel Floriane Ducrot o deus savet ul lec’hienn, lañset ur c’houlzad arc’hantaouiñ war Helloasso*… “ C’hoant hon eus e teufe 1/3 eus ar strollegezhioù, 1/3 eus mesened hag 1/3 c’hoazh gant mignoned Breizh, o chom e Breizh pe en diaspora.” emezañ c’hoazh, a-raok resisaat. “Bep meurzh vintin en em vodomp en ti-kêr evit kompezañ an holl gudennoù. Dibabet o deus dija e vefe lidet ar savadur d’an 19/5/2018.

 

 

Lec’hienn Internet : Bretagne845.bzh

Mail : bretagne845@mel.bzh

Facebook : poellgor gouel Ballon

*war Helloasso, klask Nevenoe.