Festival kengred

D’an 24 ha 25 a viz Du e vez aozet gant kreizenn sokial ar Gwenan, e Kemper, ur sizhunvezh kengred, ar 7vet hini abaoe 2010 a glot gant ar sizhunvezh kengred a vez aozet e Bro-C’hall a-bezh eus an 17/11 d’an 3/12.

 

 

Goude bezañ bet komzet eus broioù Afrika evel ar Senegal pe c’hoazh ar Mali o deus soñjet ar brezidantez Armelle Menand, ar rener Salim Mokhanachi hag o mignoned eus Kreizenn ar Gwenan e Kemper, lakaat war wel ur vro anavezet mat evit ar baourentez a zo eno, met ivez evit ar sonerezh, Haiti. Deus un tu e vo roet plas d’ar pred, d’ar sonerezh ha d’an dañs, diouzh noz, kentoc’h. War an dachenn den-gar e fell dezho labourat ivez gant degemer ar Cicodes, ur greizenn gelaouiñ staliet e Kemper, Regard d’Haiti gant e vezprezidant Camilin Jr Brice, ur gevredigezh eus korn-bro Lesneven dibabet ganti labourat war ar eskemmoù kengred hag ar gevredigezh Douar Nevez, staliet e Kemper hag e traoñ Kerne.

 

 

Silañ an dour

A-drugarez da Alain Ferec ha da zDanielle L’Aot o deus gallet tud norzh Haiti, tapet gant an dour-beuz, alies-mat, met pas gant ar c’hren-douar, sikour tud ar vro da gaout dour mat da evañ. An embregerezh Cawst, eus Bro-Ganada, e-liamm gant skol-veur Caligari, he deus ijinet ur sil evit an dour, gouest da buraat 4 litrad bep munutenn. “Dav d’ar sil-se bezañ leun a zour ingal, 5 sm dour a ranker kaout, a dremeno a-dreuz an traezh, 3 seurt a zo outo. Talvezout a raio da dalañ ouzh ezhommoù un 8 bennak a dud, ur familh hag an amezeien.” eme Danielle L’Aot. Evit ar c’houlzad kentañ o deus staliet 700 sil, da lavaret eo skoazellet 5600 den. 100$ e koust pep mekanik da zDouar Nevez. Dre chañs int sikouret gant an ajañs evit an dour Breizh-Broioù al Liger, a-drugarez da lezenn Houdin-Santini, gant Kumuniezh Kumunioù bro Kemper. “Puraat an dour a vez graet evel-se ha reiñ labour da dud ar vro, dre ma vezont graet eno, hervez ar plañioù savet gant ar Ganadianed.” eme Alain Ferec. Roet e vez ar mekanikoù da “Gambroù Labour-Douar” lec’hel, aozadurioù niverus, unan dre gumun, a vod an holl gevredigezhioù lec’hel.

 

 

Bep a dammig

A-raok labourat en Haiti e kemere Douar Nevez perzh e diorren enezenn Siloe e Bro-Chili, ar pezh o deus graet e-pad ouzhpenn 20 vloaz – 37 bloaz zo eo bet krouet ar gevredigezh – met bremañ eo deuet a-benn ar c’humunioù d’en em dennañ o-unan hag aet eo Douar Nevez war-zu ur vro all, dreist-holl dre m’en doa Alain Ferec ur c’hoar, seurez en Haiti, war kumun Le Borgne. “Boas eo tud ar vro da brenañ dour, gantañ ur blaz fall, ar pezh n’ez eus ket gant an hini a ginnigomp. Ne zegas ket a gleñvedoù evel ar cholera. Merzet e vez e krog an dud da cheñch soñj war ar c’hudennoù-se.” eme c’hoazh Alain Ferec a-raok menegiñ “E 2012 on aet di. Diseblant e oa an dud. E 2016 on aet en-dro ha sevel a rae an dud goulennoù war ar yec’hed, ar surentez…”

Pa vo echu gant ar prantad-mañ e vo dav mont war al lec’h, sevel ur renta-kont, termeniñ an ezhommpù nevez. Ha loc’hañ en-dro en ur rannvro all.