Eus an dorn d’an teod
13/11 /17

Eus an dorn d’an teod

Sinet en deus an Emglev Menez Are-Karaez ar garta “Ya d’ar brezhoneg.” Ma oa bet sinet gant sportourien all dija,  golf, gouren pe c’hoazh rugbi, e oa ar wech kentañ d’ur c’hlub mell-zorn ober heñvel.

 

Ha kement hag ober e fell da glub Marc Gwilhouz, ar prezidant, ober an traoù war an ton bras. Ouzhpenn d’ar 6 ober a rankent kas da benn hervez live 1 ar garta o deus kavet c’hoarierien an EMAK ur sponsor, Roudour, evit paeañ dezho rochedoù, daou rumm anezho, a vo gwisket gant skipailh ar merc’hed. Hepdale e vo ivez divyezhek an holl sweatoù gwisket gant ar 150 ezel o c’hoari e framm an 9 skipailh a gonter er c’hlub. Graet o deus ivez mignoned Anaelle Kadiou ha Lenaig ar Rudulhier – izili oberiant-tre er c’hlub –  ur giton divyezhek, galleg a-zehou, brezhoneg a-gleiz..

Betek-henn zo ouzhpenn 300 kevredigezh ha 350 embregerezh o deus sinet an emglev, hag ivez 191 kumun, 16 kumuniezh kumunioù. Ouzhpenn 1,7 milion a Vretoned a zo o chom en ur gumun bet sinet ganti ar garta.