DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (9)
13/11 /17

DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (9)

Ar pennadoù-mañ a vo skignet bep sizhun e-pad 30 sizhunvezh. Ar re o dije c’hoant gouzout hiroc’h a lenno “40 vloaz Diwan, ur skol e brezhoneg”, en galleg embannet gant Yoran Embanner.

 

Diwan, ur mekanik krouiñ 

O sellout ouzh anvioù ar vugale e c’heller merzout e vez skoliataet e Diwan bugale arzourien Breizh, sonerien, c’hoarierien, tud a labour e bed ar c’hleweled, skrivagnerien…

Merzout a c’heller ez eus e lod eus ar familhoù brezhoneger yaouankizoù boas da lenn, da skrivañ alies, evel Gwenvred Latimier Kervella, Priz ar Yaouankiz kentañ, e 2004 dezhi ur vamm sevenerez skinwel e Frañs 3, barzhez, hag un tad o skrivañ ingal e kazetenn lennegel daouviziek Al Liamm. Memestra evit Konogan an Habask, sonour, aozer kanaouennoù, mab Padrig an Habask, rener kazetenn hag embannadurioù Al Lañv. Evit Yann-Fañch Jacq, skrivagner ha rener ti embann Keit Vimp Bev, e vab Ewen en deus skrivet pevar levr heroik faltazi dija (2013-2016). Petra lavarout c’hoazh eus Moran Dipode, skrivagner da 17 vloaz gant Marianna Donnart, mab ha merc’h ur familh a vrezhonegerien ivez o doa skrivet asambles daou romant pa oant el lise :  » Brezel an Erevent  » ha  » Hudour an tour du  » (e 2005 ha 2006).

Daoust hag-eñ e teu galloud krouiñ ar vugale eus ar yezh, bev-mat er familhoù-se, pe eus an endro sevenadurel kreñv er familhoù ?

 » Ur sevenadur a zo marv pa ne vez ket miret anezhañ e lec’h e ijin  » eme Paul Veyne.

Ar c’hrouiñ e yezh minorelaet a zo un doare da dreuzvevañ, da reiñ un dra n’eo ket un dra desket er skol, met un dra gwriziennet er vuhez amañ ha bremañ. Un dra a denn eus ar from, eus an hunvre, ar c’hoant. Habiba Djanine a sav filmoù gant ar re yaouank e kabileg, un doare da vont etrezek ar feulster hag ar marv.

Pa vez kement a dud oc’h ijinañ, o skrivañ, o filmañ, o treiñ, o kanañ… peadra a zo da gaout fiziañs en dazont ha da stourm a-enep  » cocacolonisation  » ar bed, ‘giz oa bet lavaret gant Pete Seegers…

Ma ne vefe ket eus Diwan, piv en dije skrivet ul lennegezh evit ar yaouankiz ? Piv en dije savet levrioù, filmoù, abadennoù c’hoariva e brezhoneg ? Piv a vefe o treiñ tresadennoù bev en brezhoneg hag o eilvouezhiañ ar filmoù gwellañ zo er bed evit ar vugale… e brezhoneg ? Dre nerzh ar vrezhonegerien o-unan, gant diaesterioù, gant tabutoù, aze e oa bet « produet » ur sevenadur nevez gant ur brezhoneg a-vremañ, liesliv, ‘giz titl ar Redadeg e 2018.

Fanny Chauffin