DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (8)
06/11 /17

DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (8)

Ar pennadoù-mañ a vo skignet bep sizhun e-pad 30 sizhunvezh. Ar re o dije c’hoant gouzout hiroc’h a lenno “40 vloaz Diwan, ur skol e brezhoneg”, en galleg embannet gant Yoran Embanner.

 

Nerzh krouiñ ha live yezh 

Pa vez savet barzhonegoù e brezhoneg gant bugale e vez gwelet buan ne c’heller sevel barzhoneg ebet ma n’eus ket ul live yezh dereat a-walc’h. Ma vez ret kemer ur geriadur, goulenn digant ar c’helenner bep eil munutenn ur ger a vank… Pa vez kontet ur gontadenn hep deskiñ an destenn e sav kudennoù ivez : penaos implijout meur a stumm evit sevel (h)e frazennoù ?

 

 

Barregezhioù yezh e lise Diwan

Studiañ e reont fizik, skiantoù ar vuhez, matematikoù e brezhoneg, ha brav eo an disoc’hoù er vachelouriezh. Tapet an AKED, diplom diabarzh Diwan, aes a-walc’h ganto. Mat-kenañ e vez an notennoù yezh er vachelouriezh. Met pa vez goulennet ganto sevel frazennoù simpl evel  » savet ez eus bet ur skol etre div wezenn. « , pe c’hoazh » bep mintin p’am bez naon e tebran daou aval » e vez 80 % anezho oc’h ober fazioù ( » div aval « ,  » daou gwez « ,  » pa ‘m eus naon « …). Abalamour da betra ? Re ziaes dezho geriaoueg ar pemdez ? Diouer a vrezhoneg er gevredigezh, er gêr hag etre mignoned ? Live ar gelennerien ?

 

 

Beajourien liesyezhek

Koulskoude int gouest da lenn, da gompren, da eskemm, ha tapet gant kalzig anezho al live B2, C1. Neuze, petra a vank dezho ? Ma vefe brasoc’h plas ar brezhoneg er programmoù ofisiel, ha goulennet ul live uheloc’h er vachelouriezh evit an holl yezhoù er rummad « yezh vev 2 » e vefe gwelloc’h o live brezhoneg. E Bro-Euskadi e vez gouestlet 5 eurvezh kelenn d’an euskareg en eilvet klas, er c’hentañ klas hag er c’hlas termen. Ur skouer da heuliañ ?

Mod all, splann eo o barregezh yezh : beajiñ a reont kalz hag en o aez e vezont evit deskiñ ur pedervet yezh, ur pempvet, quechuaeg, mongoleg, swedeg…

« Despicable oa fromus, an hini drouk hag a cheñch kalon gant karantez evid e 3 verc’h. 🙂 Sinon, tu peux toujours pellkargañ Teach Yer-self German. Can’t ye ? »

(skrivet war ur rouedad sokial gant ul lisead)

Fanny Chauffin