DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (11)
27/11 /17

DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (11)

C’hoariva eus ar skol-vamm betek ar skol-veur 

Ar c’hoariva zo ur skol evit deskiñ ur bern traoù a vank d’ar re yaouank n’o deus ket bet ar chañs da gaout un endro e brezhoneg. Penaos fuloriñ, bout amourous, magañ kasoni pe warizi ? War ul leurenn ?

 

Ar skol-veur : an dezerzh ?

Souezhus eo ne vefe ket stummet ar studierien d’ar c’hoariva pa weler pegen pouezus eo evit ur c’hlasad hag evit adperc’hennañ ar yezh. Ma vefe en Espe pe e Kelenn, ne vez ket gwelet kalz ar studierien o pleustriñ gant ar c’horf, ar vouezh, an ijin… (Bob Simon evit an distagadur, gwir eo, met n’eo ket ken pouezus lakaat ar from da vevañ war al leurenn, ar c’hoarzh hag an anken ? ).

Abalamour da betra ne vez ket gouestlet un trimiziad d’ar c’hoari e brezhoneg gant ur pezh-c’hoari da leurenniñ gant arzourien a-vicher, brezhonegerien anezho ? Koulskoude, 40 vloaz ‘zo, oa bet krouet Teatr Penn-ar-Bed, gant studierien ha kelennerien skol-veur Brest…

 

Liseidi diwan

Troiadoù a vez bep bloaz abaoe 2009 e lise Diwan Karaez. Tud yaouank ampart, ambrouget gant Yann-Fañch Jacq, erlec’hiet gant Lomig Bosser bremañ, ha Paskal Cariou. Ur c’hest evit kavout un dra vurzhudus, pe ar vuoc’h chomet war an hent pe ur c’heotenn da bareañ an tad-kozh… a vez alies diazez an istor. Ampartiz evit c’hoari, labourat a-stroll, kinklañ, aozañ etre teir ha pemp abadenn bemdez e skolioù divyezhek e pemp korn Breizh. Ha treuzkas ar c’hoant, ar blijadur, lakaat ar vugale da c’hoarzhin…

 

C’hoariva er skolaj ?

Pa oa Jakez ar Borgn pe Céline Soun kelennerien mennet gant ar c’hoariva er skolaj e veze sevenet raktresoù dreistordinal : krennarded bet betek ar Guatemala evit c’hoari, stajoù hañv… Gant Jakez e chome ar re yaouank da bleustriñ e-pad an dibenn-sizhun e Gwiseni pe er Releg evit bout prest. Met n’eus ket kalz a c’hoariva bremañ siwazh… Aet e oa Celine war micher renerez kumpagnuniezh La Obra (kenderc’hel a rae, memestra, e skolaj Brizeug Kemper, ha prest e oa da sikour neb a gar en e skol, skolaj, lise) ha Jakez war e leve…

Doare Jakez ar Born da labourat, aterset pemp bloaz ‘zo : « E trede klas, an doare ‘m eus da labourat eo doare Ar Vro Bagan, da lavarout eo : c’hoant ‘m eus krouiñ un dra bennak, ha neuze ez on me gant ar ger diwezhañ, dreist-holl ma ne vez kinniget ‘tra ganto (leuskel a ran anezho da ginnig e-pad tri miz). Labourat a ran ganto evel ma vefent ur strollad c’hoariva a-vicher. »

 

C’hoariva er skol ?

4 skol e rouedad Diwan o tegemer ar Vro Bagan e 2015, nebeut-tre a skolioù o c’hervel La Obra : ha reizh eo  ? Pa vez ken pouezus an arz a lak ar vugale da zerc’hel soñj eus frazennoù a-bezh (o re ha re ar vignoned), pa vez roet dezho un ampartiz war ul leurenn a servijo dezho war-lerc’h da gaozeal dirak an dud en o buhez keodedel ?

Ne vefe ket erru poent lakaat ar c’hoariva evel forzh peseurt danvez ret e Diwan ? Ha graet war-dro gant tud a-vicher o sikour ar gelennerien da sevel pezhioù-c’hoari hag o stummañ anezho ?

 

Fanny Chauffin