DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (10)
19/11 /17

DIWAN : ur skol dre soubidigezh en Europa (10)

Ar pennadoù-mañ a vo skignet bep sizhun e-pad 30 sizhunvezh. Ar re o dije c’hoant gouzout hiroc’h a lenno “40 vloaz Diwan, ur skol e brezhoneg”, en galleg embannet gant Yoran Embanner.

 

Ar c’hoariva : treuzkas an tan ? 

Ar Vro Bagan, 40 vloaz ‘zo dija ! A-drugarez da strollad Ar Vro Bagan e oa bet stummet remziadoù a vugale e Diwan etre ar skol-vamm hag al lise, dre soubidigezh. Gant Goulc’han Kervella, Nicole Ar Vourc’h, Bob Simon ha Paskal Cariou, Marivon Berthou, e oa bet kantadoù a vugale bep bloaz o teskiñ arz ar c’hoariva, gant testennoù kozh, kontadennoù an Uhel, istorioù fentus, pe pezhioù donoc’h evel reoù Tangi Malmanche, Tilly… E 2014, e Kerien, e lavare Goulc’han Kervella :

« Kroget hon eus d’ober pezhioù-c’hoari evit ar vugale e 1982, me ‘gav ‘din, zoken a-raok, peogwir dre ma ‘z eus tud Ar Vro Bagan aet war ar vicher, se oa dreist-holl evit gellout sikour bugale a oa e skol evit deskiñ brezhoneg, skolioù kentañ Diwan. Da c’houde-se ar skolioù divyezhek ha laik e bloavezh 1982, setu hon eus kroget diouzthu ivez d’ober pezhioù c’hoari evit ar vugale. »

Ar re a zo bet stummet a labour hiziv er skinwel, a grou strolladoù c’hoariva (La Obra e Douarnenez, Teatr Piba e Brest), pe a gendalc’h gant ar c’hoariva er c’hlas evit ar re aet da gelennerien, pe war o amzer dudi. 80% anezho o doa bevet raktresoù arzel pa oant e Diwan (pezhioù c’hoari, kan…). War an digresk e ya ar sifroù avat. Skolaj Diwan ebet e gouel ar c’hoariva e Miz Mae 2016… Met piv a vo war-lerc’h Ar Vro Bagan er c’hlasoù ? Piv a ginnigo pezhioù-c’hoari ken dreist d’ar vugale, ingal bep bloaz, ha piv, dreist-holl, a zesko d’ar re vihan dizoleiñ ur bed ha n’eo ket hini ar skol, dre ar c’horf, ar yezh, ar from ?

Pezhioù evit ar vugale aozet gant Ar Vro bagan evit ar vugale :   « Enez al legumaj, Al labous hag ar pesketour, Gwrac’h enez al loc’h, An tour tan, Lizig, priñsezig an dour, Ar gêr vras, Toull ar bleiz, Avaloù Vleago, Beaj Maelduina »

Daoust da bemp strollad a-vicher a zo, daoust d’al labour ramzel graet gant Ar Vro Bagan pe la Obra, e chom dister, hiziv an deiz, niver a vugale a ra c’hoariva er skol.

Fanny Chauffin