Derc’hel d’ar vuhez er vro
27/11 /17

Derc’hel d’ar vuhez er vro

Diaes eo derc’hel buhez er vro pa ne vez ket mui a ispisiri, a ostaleri. 

 

 

Silfiec, 480 annezad, e norzh departamant ar Mor-Bihan, da 8 km eus Klegereg, ar gêr vras tostañ. 2 gafedi a oa betek nevez zo. Bloaz zo zo bet graet freuz-stal gant an Iwerzhonad deuet da gempenn “Ty Mane Gwenn”. An hini all, “Chez Vero” a zo e gwerzh ivez. “Met re ger e choulenn evidomp, etre 100 ha 150 000€.” eme Didier Hassan, unan eus ar re deuet da chom e eko-karter a zo bet savet e Silfieg c’hant gantañ ha gant e amzeien degas buhez er gumun. “Ne vez ket kalz a dra eno, a-hed ar bloaz, na dañs, na belote…”.  Aozet o deus ur gouel Kalanna, unan all da Veurlarjez gant ar skol, un tantad Sant-Yann… met diseblant e chom kalz a dud, memes ma krog da fiñval un tamm.

Savet o deus ur gevredigezh, ar “Pensée Sauvage”.  Klevet o deus kaoz eus ar gwerzh war gresk aozet evit klask ur perc’henn nevez d’ar stal “Ty Mane Gwenn”. “Adalek 35 000€ e krogo. Ma n’eus ket a brenerien e vo dav diskenn ar goulenn, ar pezh a hetomp rak ne c’hellomp ket kaout seurt sammad.” eme Didier Hassan.

 

 

Raktresoù

Ma n’o deus ket an arc’hant evit poent*, bez’ o deus mennozhioù evit lakaat al lec’h da vevañ. Er sal vras a zo en traoñ o dije c’hoant kaout ur c’horn ispisiri “Ur c’houblad legumajerien zo nevez en em staliet er vro. Brav e vefe dezho ma c’hellfent gwerzhañ o marc’hadourezh amañ.” emezañ. Soñjet o deus kaout produioù bio, eus ar vro, gwerzhet gant tud a-youl-vat. Bez’ e vefe ivez plas evit ar buheziñ. En nec’h, e c’hellfent ober labourioù da lakaat ar c’hambreier da zegemer ostizien. “Met tapet omp bet berr gant ar gwerzh-se deiziet re abred evidomp.” emezo

Setu un afer da heuliañ. Evit poent e klaskont skoazell dre Helloasso, ur gevredigezh crowfunding, pe gwerzhañ lodennoù un SCI. Raktreset o deus dija devezhioùeskemm evit reiñ un tañva eus ar pezh a vo o ostaleri, d’an 28 ha 30/11, hag ur friko kengred d’an 31/12.