Chistr evit sikour
06/11 /17

Chistr evit sikour

Gwez avaloù a vez gant lod, betek re. E Plabenneg e tastumer an avaloù d’ober chug, gant ar soñj reiñ ar gounid da gevredigezhioù den-gar.

 

 

Un 20 mignon bennak e oant, prenet ganto ur presour evit ober o chistr o-unan, ur wech aet ar c’houblad Chpin eus Landerne, war o leve ha savet ur chistrerezh, La Baleine. “Dont a ra pep hini ac’hanomp gant e avaloù d’ober sistr. Ha dezhañ d’en em dennañ.” eme mestr an ti. Hepdale e krogo an dastum-se, pep hini evitañ e-unan. Ur genstrivadeg daoulagad mouchet a zo ganto goude, hag ur fest-noz, e miz Even.

Met abaoe 9 bloaz bennak, e kave Jean-Yves Breton diaes gwelet an dud o stlepel o avaloù d’al lastezerezh, ur wech dalc’het un nebeud anezho da zebriñ ha re all d’ober flastrenn. Ur presour o doa, kenkoulz e oa dezhañ servij.

 

 

Dastum

Evel bep bloaz e vez dastumet avaloù gant izili ar gevredigezh, pe e ti an dud war-eeun, evel e ti ar vaouez-se, 94 vloaz, o chom e Landeda,  pe roet d’an izili, war ar marc’had, d’ar gwener d’an noz. Goude en em gav kalzig a dud, un ugent bennak, retredidi evit darn anezho, e Keruzaouen, e ti Jean-Yves Breton, evit diveskañ an avaloù a-raok ar gwaskañ.  Prenet e vez ar boutailhoù e Roazhon, er stal Temaco, ha bec’h dezhi. “Eizh devezhiad labour a zo, memestra, an hanter evit gwaskañ, an hanter all evit lakaat er boutailhoù.” emezañ.

 

 

Sikour

Gwerzhet e vez ar chug avaloù produet gant an avaloù da zebriñ, etre 1,5 ha 2 €, hervez ma zo bet roet avaloù pe pas. Ha roet ar gounid ( war-dro 4 000 €, memestra) da gevredigezhioù ar vro, Entraide pour la Vie, Coeur au Mali… Ar bloaz-mañ, ken brokus eo bet ar gwez, zo bet dastumet 10-12 tonenn avaloù, produet 6 500 litr – pa ne oa nemet 4000-4 500 warlene – ha sikouret  e vo 3 c’hevredihezh ha n’eo ket unan hepken, Charcot 29, Digemer ha Cancer Espoir. D’an holl re o deus c’hoant prenañ chug-avaloù ha skoazellañ e lak Jean-Yves Breton emgav dezho ‘benn disadorn 4/11 etre 9e30 ha 12e e Keruzaouen.